Levr Yehezkel 29
1Enn dékved bloaz, enn dékved mîz, enn unnékved deiz eûz ar mîz, gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:
2Mâb dén, trô da zaoulagad war-zû Faraon, roué ann Éjipt, ha diougan pép-trâ diwar hé benn, ha diwar-benn ann Éjipt.
3Komz ha lavar: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a zeû étrézég enn-od, Faraon, roué ann Éjipt, aérouan̄t braz péhini a c’hourvez é-kreiz da stériou hag a lavar: D’in eo ar ster, ha mé eo em eûz va gréat va-unan.
4Ha mé a lakai eur wesken oud da garvanou; hag é péginn pésked da steriou oud da skan̄t; da denna a rinn eûz a greiz da steriou, ha da holl bésked a choumô peget oud da skan̄t.
5Da deûrel a rinn enn distrô, hag holl bésked da ster; war c’horre ann douar é komzi; na vézi két savet, na vézi két dastumet; da loéned ann douar ha da evned ann én̄v é rôinn ac’hanod da voéd:
6Hag ar ré holl a choum enn Éjipt a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou; ô véza ma oud bét eur vâz kors da dî Israel.
7Pa hô deûz da géméret dré da zourn, oud bét torret, hag éc’h eûz roget hô skoaz holl; ha pa hô deûz harpet war-n-od, oud bét brévet, hag éc’h eûz diframmet hé zigroazel.
8Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a zigasô ar c’hlézé war-n-od, hag é lazinn enn od ann dûd hag al loéned.
9Ha douar ann Éjipt a zeûi da véza eunn distrô, hag eul léac’h didûd; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou; ô véza ma éc’h eûz lavaret: D’in eo ar ster, ha mé eo em eûz hé c’hréat.
10Râk-se chétu mé a zeû étrézég enn-od, hag étrézek da steriou; da eunn distrô é likiinn douar ann Éjipt, goudé m’am bézô hé gwastet gan̄d ar c’hlézé, adalek tour Siénez bétég harzou ann Étiopia.
11Na dréménô két dré-z-han̄ troad ann dûd, na troad al loéned; ha na choumô dén enn-han̄ a-héd daou-ugen̄t vloaz.
12Lakaad a rinn douar ann Éjipt du véza didûd é-touez ann douarou didûd, hag hé gériou é-kreiz ar c’hériou gwastet; hag hî a vézô gwastet a-héd daou-ugen̄t vloaz; ha mé a skiñô ann Éjiptianed é-touez ar brôadou, hag a wen̄tô anézhô é-kreiz ar brôiou.
13Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Goudé ma vézô tréménet daou-ugen̄t vloaz, é strollinn ann Éjiptianed eûz a greiz ar boblou é-touez péré é oan̄t bet skiñet,
14Ha mé a lakai da zistrei sklaved ann Éjipt, hag hô lakai é douar Faturez, é douar hô ganédigez; hag hî a rénô énô gan̄t vuelded.
15Ann distéra é vezô eûz ar rouan̄télésiou, ha na zavô mui war ar brôadou; ha mé hô gwanô, évit na aotrouniin̄t mui war ar boblou.
16Na vézin̄t mui da gréd da dî Israel, évid deski d’ézhô fallagriez, hô lakaad da dec’hout ha da von̄t war hô lerc’h; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou Doué.
17Er seizved bloaz war-n-ugen̄t, er mîz ken̄ta, enn deiz ken̄ta eûz ar mîz, é teûaz gér ann Aotrou d’in, ô lavarout:
18Mâb dén, Nabukodonosor, roué Babilon, en deûz gréat d’in gan̄d hé armé eur servich brâz a-énep Tir; ann holl bennou a zô deuet da vézâ moal, hag ann holl ziskoaz a zô bét kiñet; ha koulskoudé n’eûz két bét roet a c’hôbr d’ézhan̄, na d’he armé, évid ar servich brâz en deûz gréat d’in a-énep Tir.
19Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu é rôinn da Nabukodonosor, roué Babilon, douar ann Éjipt: hag hen̄ a gémérô hé holl bobl, hag é rai hé breiz anézhan̄, hag é rannô hé zibourc’hou; hag hî a vézô da c’hôbr d’hé armé,
20Évid ar servich brâz en deûz gréat d’in enn hé éneb-hi: rôet em eûz d’ézhan̄ douar ann Éjipt, ô véza ma en deûz labouret évid-ounn, mé ann Aotrou Doué.
21Enn deiz-zé é kreskô pûḻ korn tî Israel, hag é rôinn d’id eur génou digor enn hô c’hreiz; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou. ———— XXX. PENNAD Tôstaad a râ disman̄tr ann Éjipt.