Levr Yehezkel 3:26
Ha mé a lakai da zéôd da staga oud da staon̄; hag é teûi da véza mûd, ével eunn dén ha na damall hini; ô véza ma eo eunn ti héguz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 51:15Aotrou, va muzellou a zigori; ha va génou a embannô da veûleûdi.
Isaiah 1:2Sélaouit, én̄vou, ha klev, douar, râg ann Aotrou en deûz komzet. Bugalé em eûz maget, hag em eûz savet: hôgen hî hô deûz va disprizet.
Lamentations 2:9Hé fersier a zô bét san̄ket enn douar. Torret ha brévet en deûz hé barrou; hé roué hag hé frin̄sed a zô é-touez ar brôadou; n’eûz mui a lézen, hag hé froféded n’hô deûz bét mui a wélédigez digan̄d ann Aotrou. IOD.
Ezekiel 2:5Évit gwélout hag hi a zélaouô hag a éhanô; râg eunn ti héguz eo: ha ma wézin̄t pénaoz éz eûz eur profed enn hô zouez.
Ezekiel 12:3Té éta, mâb dén, aoz d’id binviou évid ann dizougadur, ha dizoug anézhô dira-z-hô é-kreiz ann deiz; en em zizougen a rî ivé da-unan eûz da léac’h da eul léac’h all dira-z-hô, évit gwélout ma lakain̄t évez ô véza ma eo eunn tî héguz.
Hosea 4:17Éfraim en deûz kéméret hé idolou évid hé lôd: dilez-hén̄.