Levr Yehezkel 3:27
Hôgen p’am bézô komzet ouz-id, é tigorinn da c’hénou, hag é liviri d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Néb a zélaou, selaouet; ha néb a éhan, éhanet; ô véza ma eo eunn ti héguz. ———— IV. PENNAD Ar profed a ziougan gan̄d arwésiou dishén̄vel ar reûsiou a dlé kouéza war Jéruzalem.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezekiel 2:4Bugalé a benn kalet, hag a galoun dizon̄vuz eo ar ré étrézé péré az kasann; lavar d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué,
Ezekiel 3:9Ével ann diaman̄t hag ével ar bili em eûz lékéat da dâl da véza; n’az péz két a aoun ra-z-hô, na spoun̄t két dirâg hô dremm; ô véza ma eo eunn ti héguz.
Ezekiel 3:26Ha mé a lakai da zéôd da staga oud da staon̄; hag é teûi da véza mûd, ével eunn dén ha na damall hini; ô véza ma eo eunn ti héguz.
Ezekiel 12:2Mâb dén, é-kreiz eunn ti héguz é choumez; daoulagad hô deûz évit gwélout, ha na wélon̄t két; diskouarn hô deûz évit klévout, ha na glevon̄t két; ô véza ma eo ennn tî héguz.
Ezekiel 29:21Enn deiz-zé é kreskô pûḻ korn tî Israel, hag é rôinn d’id eur génou digor enn hô c’hreiz; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou. ———— XXX. PENNAD Tôstaad a râ disman̄tr ann Éjipt.
Ezekiel 33:32Ha té a zô évit-hô ével eur ganaouen a giniad, a ganeur enn eunn doaré c’houék hag hétuz; hag hî a glev da c’heriou, ha na sévénon̄t két anézhô.