The Bible Software
Levr Yehezkel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehezkel 31

1Hag enn unnékved bloaz, enn trédé mîz, enn deiz ken̄ta eûz ar mîz, é teûaz gér ann Aotrou d’in, ô lavarout.

2Mâb dén, lavar da Faraon, roué ann Éjipt, ha d’hé bobl: Out piou oud-dé héñvel enn da vrasder?

3Chétu Assur a ioa ével eur wézen-sedr war al Liban, kaer enn hé skourrou, stan̄k enn hé bran̄kou, hag uc’hel-brâz; hag é-touez hé skourrou stan̄k, é savé hé bâr.

4Ann douréier hô dôa hé maget, al loun̄k en dôa hé lékéat da zével; ar steriou a rédé enn-drô d’hé grisiou, hag hî a gasé hé gouériou da holl wéz ar mésiou.

5Râk-sé é oa bét savet dreist holl wéz ar vrô; hag hé skourrou a oa paottet, hag hé bran̄kou a oa en em astennet gan̄d ann douréier vrâz.

6Ha p’en dôé lédet hé skeûd, holl evned ann én̄v a réaz hô neiz enn hé skourrou, hag holl loéned ar c’hoajou a c’hanaz hô menned dindân hé bran̄kou, hag eul lôd brâz a vrôadou a choumé dindân hé skeûd.

7Kaer-brâz é oa enn hé brasder, hag el léd eûz hé skourrou; ô véza ma oa tôst hé grisiou d’ann douréier vrâz.

8Ar gwéz-sedr na oan̄t két uc’héloc’h éget-hi é liors Doué, ar gwéz-sapr na oan̄t két kenn uc’hel hag hî, nag ar gwéz-platan kén lédan hag hî enn hô skourrou; na oa gwézen é-béd é liors Doué hén̄vel oud hou-man, na ker kaer hag hî.

9O véza ma em bôa hé gréat kaer, ha m’é dôa kals a skourrou deliaouuz, ann holl wéz dudiuz eûz a liors Doué a érézé anézhi.

10Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: O véza ma eo savet houn-nez enn hé uc’helder, ma é deûz gorréet bâr hé skourrou ker glaz ha ker stan̄k, ha ma eo bét savet hé c’haloun enn hé uc’helder;

11Em eûz hé lékéat étré daouarn ar c’hréva eûz ar brôadou, péhini a rai d’ézhi ar péz a garô; enn abek d’hé fallagriez em eûz hé distaolet.

12Diavésidi, hag ar ré grisa eûz ar brôadou, a drouc’hô anézhi, hag hé zaolô war ar ménésiou; hé skourrou a gouézô a bép tû a-héd ann traon̄iénnou, hag hé bran̄kou a vézô torret war holl rec’hier ann douar; hag holl boblou ann douar en em dennô a zindân hé skeûd hag a zilézô anézhi.

13Holl evned ann én̄v a choumô enn hé diskariou, hag holl loéned ar mésiou en em dennô enn hé skourrou.

14Dré-zé ann holl wéz, plan̄tet war ann doureier na zavin̄t mui enn hô uc’helder, ha na c’horrôin̄t mui hô bâr dreist hô skourrou ker stan̄k; hag ar ré a vézô douret na choumin̄t két enn hô sâ: râg holl in̄t bét rôet d’ar marô é gwéled ann douar, é-kreiz bugalé ann dûd, gan̄d ar ré a ziskenn er poull.

15Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Enn deiz é péhini eo bét diskennet er béz, em eûz gréat kan̄v, hag em eûz hé gôlôet gan̄d al loun̄k; hé steriou em eûz stan̄ket; miret em eûz oud hé doureier vrâz da rédek; al Liban a zô bét glac’haret diwar hé fenn, hag holl wéz ar mésiou a zô bét horellet.

16Gan̄t trouz hé disman̄tr em eûz spoun̄tet ar brôadou, pa hé c’hasenn d’ann ifern, gan̄d ar ré a ziskenné er poull; hag ann holl wéz dudiuz ar ré vrasa hag ar ré uc’héla eûz al Liban, péré a oa bét douret, a zô bét dizoaniet é gwéled ann douar.

17Râg hî ivé a ziskennô enn ifern, gan̄d ar ré a zô bét lazet gan̄d ar c’hlézé; ha kémen̄d hini anézhô a vézo bét da vréac’h d’ézhi, a vézô azézet dindân hé skeûd é-kreiz ar brôadou.

18Out piou oud-dé hén̄vel, té péhini a zô kér brâz ha kenn uc’hel é-touez ar gwéz dudiuz? Chétu oud bét diskennet gan̄d ar gwéz dudiuz é gwéled ann douar; é-kreiz ar ré-zienwadet é kouski, gan̄d ar ré a zô bét lazet gan̄d ar c’hlézé. Ével-sé é vézô Faraon hag hé holl bobl, émé ann Aotrou Doué. ———— XXXII. PENNAD Diougan all diwar-benn ann Éjipt.

← Levr Yehezkel 30Read In The App, Free →Levr Yehezkel 32 →

Study Levr Yehezkel 31

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748