Levr Yehezkel 34:13
Hô digas a rinn eûz a douez ar boblou, hag é strollinn anézhô eûz a gals brôiou, hag hô digasinn énn hô douar-hô-unan hag é paskinn anézhô war vénésiou Israel, a-héd ar gouériou, hag enn holl léc’hiou eûz ar vrô a zô tûd enn-hô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 106:47Dieûb ac’hanomp, ô Aotrou hon Doué; ha stroll ac’hanomp eûz a greiz ar brôadou, évit ma veûlimp da hanô san̄tel, ha ma en em énorimp enn da veûleûdi.
Isaiah 49:9Sâv, sâv, kémer da ners, bréac’h ann Aotrou; sâv ével enn deisiou kôz, ével é penn ar béd. Ha né két té éc’h eûz skoet gan̄d ann dén rôk, hag éc’h euz glazet ann aérouan̄t?
Jeremiah 23:8Hag ével ar fiez fall, ha na helleur két hô dibri, ker fall in̄t, ével-sé, émé ann Aotrou, é rôinn Sédésias, roué Juda, hag hé brin̄sed, hag ann dilerc’h eûz a Jéruzalem, péré a oa er géar-man̄, hag a choumô e douar ann Éjipt.
Jeremiah 30:18Klévet, klévet em eûz Éfraim pa eo bét dizouget; va c’hélennet éc’h eûz, hag ounn bét desket, ével eunn tarô iaouan̄k dizon̄; distrô ac’hanoun, hag é tistrôinn ouz-id; râk té eo ann Aotrou, va Doué.