The Bible Software
Levr Yehezkel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehezkel 34

1Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:

2Mâb dén, diougan diwar-benn mésérien Israel; diougan, ha lavar d’ar vésérien: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Gwâ mésérien Israel, péré en em bask hô-unan; ar vésérien hag hî a bask hô dén̄ved?

3Hô léaz a zebrac’h, gan̄d hô gloan en em c’hôlôac’h; hag ar ré larda anézhô a lazac’h; hôgen na baskac’h két va zropel.

4N’hoc’h eûz két krévéet ar ré a oa toc’hor, ha n’hoc’h eûz két louzaouet ar ré a oa klan̄v, n’hoc’h eûz két liénennet ar ré a oa gouliet, n’hoc’h eûz két savet ar ré a oa kouézet, ha n’hoc’h eûz két klasket ar re a oa dian̄ket; hôgen hô mestrounia a réac’h gan̄t garven̄tez ha gan̄t béli.

5Ha va den̄ved a zô bet skiñet, ô véza n’hô dôa ket a véser; hag hî a zô deûet da voéd da holl loéned ar mésiou, hag a zô bét skiñet.

6Kildrôet hô deûz va zropellou war ann holl vénésiou ha war ann holl gréc’hiennou huel; ha war c’horré ann douar holl eo bét skiñet va zropellou, ha né oa dén évid hô c’hlaskout, né oa dén, émé-vé, évid hô c’hlaskout.

7Râk-sé, mésérien, sélaouit gér ann Aotrou:

8Ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, ô véza ma eo bét lézet va zropellou é preiz, ha ma éo bét va dén̄ved da voéd da holl loéned ar mésiou, dré na oa két a véser; ha na glaské két va mésérien va zropellou; hôgen ma en em baské ar vésérien hô-unan, ha na basken̄t két va zropellou:

9Râk-sé, mésérien, sélaouit gér ann Aotrou:

10Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu é teûann va-unan étrézég ar vésérien-zé; mé a glaskô va zropel hag hé dennô eûz hô daouarn, ha mé a virô na baskin̄t mui va zropel, ha n’en em baskô mui ar vésérien hô-unan: ha mé a zieûbo va zrôpel eûz hô génou, ha na vézô mui da voéd d’ézhô;

11Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu é teûann va-unan da glaskout va dén̄ved, hag é emwélinn anézhô.

12Ével ma emwél ar méser hé dropel, enn deiz ma en em gav é-kreiz hé zén̄ved a oa bét skiñet; ével-sé é emwélinn va dén̄ved, hag é tieûbinn anézhô eûz ann holl léc’hiou é péré é vézin̄t bét skiñet enn deiz a goabr hag a dévalien.

13Hô digas a rinn eûz a douez ar boblou, hag é strollinn anézhô eûz a gals brôiou, hag hô digasinn énn hô douar-hô-unan hag é paskinn anézhô war vénésiou Israel, a-héd ar gouériou, hag enn holl léc’hiou eûz ar vrô a zô tûd enn-hô.

14Er gwella peûrvannou é paskinn anézhô: ménésiou huel Israel a vézô hô feurvann; énô é c’hourvézin̄t war ar géot glâz, hag é peûrint er peûrvannou ar ré larta war vénésiou Israel.

15Mé a baskô va den̄ved, ha mé hô lakai da c’hourvéza, émé ann Aotrou Doué.

16Ar ré a oa dian̄ket a glaskinn, hag ar ré a oa kouézet a zavinn, hag ar ré a oa gouliet a liénenninn, hag ar ré a oa toc’hor a grévainn, hag ar ré a oa lard ha kré a virinn; ha mé hô faskô gan̄t barnédigez.

17Hôgen c’houi, va zropellou, ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a varnô étré ann dén̄ved hag ann dén̄ved, étré ann tourzed hag ar bouc’hed.

18Ha né oa két a-walc’h d’é-hoc’h béza maget é peûrvann mâd, hép mac’ha gan̄d hô treid ann dilerc’h eûz ar peûrvann? Ha pa hoc’h eûz évet dour skléar, hoc’h eûz strafiḻet ann dilerc’h gan̄d hô treid.

19Ha va dén̄ved a beûré ar péz a oa bét mac’het gan̄d hô treid, hag a évé ar péz a oa bét strafiḻet gan̄d hô treid.

20Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué d’é-hoc’h: Chétu mé a varnô va-unan étré ann dén̄ved lard hag ann dén̄ved treûd;

21O véza ma voun̄tac’h gan̄d hô kôstésiou ha gan̄d hô tiskoaz, ha ma wen̄tac’h gan̄d hô kerniel ann holl zén̄ved toc’hor, kén n’hô pôa hô skiñet er méaz:

22Hôgen mé a zieûbô va zropel, ha na vézô mui é preiz; ha mé a varnô étré ann dén̄ved hag ann dén̄ved.

23Ha mé a lakai da zével war-n-ézhô eur méser, péhini hô faskô, David va zervicher; hén̄ hô faskô, hag hen̄ a vézô da véser d’ézhô.

24Ha mé ann Aotrou a vézô da Zoué d’ézhô; ha David va zervicher a vézô da brin̄s enn hô c’hreiz; mé ann Aotrou em eûz hé lavaret.

25Ha mé a rai gan̄t-hô eur gévrédigez a béoc’h hag a lakai-da-gét al loéned droug er vrô; hag ar ré a choum enn distrô, a gouskô gan̄t fisian̄s er c’hoajou.

26Hô leûnia a rinn a vennoz enn-drô d’am c’hrec’hien; ar glaô a zigasinn enn hé amzer; glavéier a vennoz é vézin̄t.

27Gwéz ar mésiou a rôi hô frouez, hag ann douar a rôi hé hégin, hag hî a vézô enn hô brô héb aoun; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô torret chadennou hô iéô, hag em bézô hô zennet eûz a zaouarn ar ré a vestrounié anézhô.

28Ha na vézin̄t mui da breiz d’ar brôadou, ha loéned ann douar n’hô debrin̄t mui; hôgen hî a choumô énô gan̄d fisian̄s hag héb aoun é-béd.

29Ha mé a lakai da zével enn-hô eur blan̄ten brudet-brâz; ha na vézin̄t mui skarzet gan̄d ann naounégez war ann douar, ha na zougin̄t mui dismégans ar brôadou.

30Hag hî a wézô pénaoz mé ann Aotrou hô Doué a zô gan̄t-hô, ha pénaoz hî, tî Israel, a vézô va fobl, émé ann Aotrou Doué.

31Hôgen c’houi, va zropellou, tropellou va feûrvann, tûd oc’h; ha mé eo ann Aotrou hô Toué, émé ann Aotrou Doué. ———— XXXV. PENNAD Disman̄tr ann Iduméed.

← Levr Yehezkel 33Read In The App, Free →Levr Yehezkel 35 →

Study Levr Yehezkel 34

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748