Levr Yehezkel 36:1
Hôgen té, mâb dén, diougan diwar-benn ménésiou Israel, ha lavar: Ménésiou Israel, sélaouit gér an Aotrou:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezekiel 6:2Mab dén, trô da zaoulagad étrézé ménésiou Israel, ha diougan diwar hô fenn,
Ezekiel 20:47Ha lavar da goat ar c’hresteiz: Sélaou gér ann Aotrou: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a lakai ann tân da gregi enn-od, hag é tévinn enn-od ann holl wéz c’hlaz, hag ann holl wéz séac’h; ha na vougô két ar flamm eûz ann tân-zé: hag é vézô dévet gan̄t-han̄ ann holl zremmou adaleg ar c’hrésteiz bétég ann han̄ter-nôz.
Ezekiel 34:14Er gwella peûrvannou é paskinn anézhô: ménésiou huel Israel a vézô hô feurvann; énô é c’hourvézin̄t war ar géot glâz, hag é peûrint er peûrvannou ar ré larta war vénésiou Israel.
Ezekiel 36:8Hôgen c’houi, ménésiou Israel, bannit hô skourrou, ha dougit hô frouez évit va fobl a Israel: râk daré eo da zon̄t.
Ezekiel 37:22Ha mé a rai anézhô eur bobl hép-kén enn hô douar war vénésiou Israel; ha na vézô néméd eur roué évit réna war-n-ézhô holl; ha na vézô mui diou vrôad anézhô, na vézin̄t mui rannet é diou rouan̄télez.