The Bible Software
Levr Yehezkel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehezkel 36

1Hôgen té, mâb dén, diougan diwar-benn ménésiou Israel, ha lavar: Ménésiou Israel, sélaouit gér an Aotrou:

2Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: O véza ma en deûz ann énébour lavaret diwar hô penn: Ac’hâ, ar c’hréc’hiennou peûr-baduz a zô bét rôet d’é-omp é digwez:

3Râk-sé diougan, ha lavar: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: O véza ma oc’h bét gwastet ha mac’het trô-war-drô, ha deûet da zigwez d’ar brôadou all, ha ma oc’h deûet da zorc’hen ha da c’hoapérez ar boblou:

4Râk-sé, ménesiou Israel, sélaouit gér ann Aotrou Doué: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué d’ar ménésiou, ha d’ar c’hrec’hiennou, d’ar froudou, ha d’ann traon̄iennou, d’ar c’hôz-diez didûd, ha d’ar c’hériou dilézet, péré a zô diboblet ha goapéet gan̄d ar boblou all trô-war-drô.

5Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Ével ma em eûz komzet é fô va buanégez a-éneb ar brôadou all, hag a-éneb ann Iduméa holl, péré a zô en em rôet va douar é digwéz gan̄t lévénez, a greiz hô c’haloun hag hô éné; ha ma hô deûz hé zistolet évid hé wasta;

6Râk-sé diougan diwar-benn douar Israel, ha lavar d’ar ménésiou ha d’ar c’hréc’hiennou, d’ann tuniou ha d’ann traon̄iennou: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé em eûz komzet em buanégez hag em frouden, ô véza ma hoc’h eûz douget mézégez ar brôadou.

7Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Mé em eûz savet va dourn ha touet pénaoz ar brôadou a zô trô-war-drô d’é-hoc’h, a zougô ive hô mézégez.

8Hôgen c’houi, ménésiou Israel, bannit hô skourrou, ha dougit hô frouez évit va fobl a Israel: râk daré eo da zon̄t.

9Râk mé a zeû étrézég enn-hoc’h, hag é trôinn ouz-hoc’h; aret é viot, hag é viot hadet.

10Paotta a rinn enn hoc’h ann dûd, hag holl di Israel; ar c’hériou a vézô lékéat tûd enn-hô, hag ann dizériou a vézô savet a névez.

11Hô leûnia a rinn a dûd hag a loéned; hag hî a baottô, hag a greskô; hô lakaad a rinn da véza poblet ével a gen̄t, brasoc’h madou a rôinn d’é-hoc’h, égét n’hô pôa ken̄t; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.

12Digas a rinn war-n-hoc’h tûd, va fobl a Israel, hag hî a biaouô ac’hanoc’h é digwez; ha té a vézô da zigwez d’ézhô, hag hivizikenn n’en em gavi mui hép-z-hô.

13Ével-henn é lavar ann Aotrou Doue: O véza ma lévéron̄t ac’hanoc’h: Té a loun̄k ann dûd hag a voug da bobl:

14Rak-sé na loun̄ki mui ann dûd, ha na lazi mui da bobl, émé ann Aotrou Doué:

15Na likiinn mui da glévout enn-od trouz ar brôadou, ha na zougi mui mézégez ar boblou, ha na golli mui da bobl, émé ann Aotrou Doué.

16Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:

17Mâb dén, bugalé Israel a zô bét ô choum enn hô douar, hag hî hô deûz hé zaotret enn hô hen̄chou hag enn hô ôberiou; hô hen̄t a zô deûet dira-z-oun ével hudurez eur vaouez enn hé misiou.

18Hag em eûz skuḻet va frouden war-n-ézhô, enn abek d’ar goad hô deûz skuḻet war ann douar, ha d’hô idolou gan̄t péré hô deûz hé zaotret.

19Hô skiñet em eûz é-touez ar brôadou, hag hô gwen̄tet em eûz dré ar brôiou; hervez hô hen̄chou hag hervez hô ôberiou em eûz hô barnet.

20Hag hî a zô deûet é-touez ar brôadou etrézé péré é oan̄t bét éat, hag hô deûz saotret va hanô san̄tel, pa lavared anézhô: Pobl ann Aotrou eo hen-nez, hag eûz hé zouar in̄t éat-kuît.

21Truézet em eûz va hanô san̄tel, a oa bét saotret gan̄t tî Israel, é-touez ar brôadou étrézé péré é oan̄t bét éat.

22Râk-sé é liviri da dî Israel: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Né kéd évid-hoc’h, tî Israel, é rinn kémen̄t-sé, hôgen évit va hanô san̄tel hoc’h eûz saotret é-touez ar brôadou étrézé péré é oac’h éat.

23Ha mé a zan̄télô va hanô brâz, a zô bét saotret é-touez ar brôadou, hoc’h eûz saotret c’houi enn hô c’hreiz: évit ma wézô ar brôadou pénaoz eo mé ann Aotrou, émé Aotrou ann arméou, pa vézinn bét san̄télet enn-hoc’h dira-z-hô.

24Râk mé hô tennô eûz a douez ar brôadou, hag hô strollô eûz ann holl vrôiou, hag hô tigasô enn hô touar hoc’h-unan.

25Ha mé a skuḻô war-n-hoc’h dour glân, ha c’houi a vézô glanet eûz hoc’h holl saotrou, ha mé hô klanô eûz hoc’h holl idolou.

26Ha mé a rôi d’é-hoc’h eur galoun névez, hag a lakai enn hô kreiz eur spéred névez; hag é tenninn ar galoun vean eûz hô kig, hag é rôinn d’é-hoc’h eur galoun gik.

27Hag é likiinn va spéred enn hô kreiz; hag é likiinn ma valéot em c’hélennou, ha ma virot va barnédigézou, ha ma hô sévénot.

28Ha c’houi a choumô enn douar em eûz rôet d’hô tadou; ha c’houi a vézô da bobl d’in, ha mé a vezô da Zoue d’é-hoc’h.

29Ha mé hô tieûbô eûz hoc’h holl zaotrou; ha mé a c’halvô ann éd, hag a greskô anézhan̄; ha na zigasinn mui ann naounégez war-n-hoc’h.

30Paotta a rinn frouez ar gwéz, hag édou ar parkéier, évit na zougot mui mézégez ann naounégez é-touez ar boblou.

31Ha don̄d a rai koun d’é-hoc’h neûzé eûz hô kwall hen̄chou, hag eûz hô troug-ôberiou; hag hô fallagriézou, hag hô kwallou a zisplijô d’é-hoc’h.

32Né kéd évid-hoc’h her grinn, émé ann Aotrou Doué, bézet anat évid-hoc’h; bézit mézékéet ha rusiit eûz hoc’h hen̄chou, tî Israel.

33Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Enn deiz é péhini em bézô hô klanet eûz hoc’h holl fallagriézou, em bézô aspoblet hô kériou, hag assavet hô tizériou,

34Ma vézô labouret a-névez ann douar-zé péhini a oa didûd, ha gwastet holl é daoulagad ann holl argarzérien,

35É livirin̄t: Ann douar fraost-zé a zô deûet ével eul liors dudiuz; ar c’hérioû didûd, ha dilézet, ha gwastet, a zô deûet da véza kré.

36Ha kémen̄t a choumô eûz ar brôadou enn-drô d’é-hoc’h a wézô pénaoz mé ann Aotrou eo em eûz assavet ar péz a oa bét diskaret, em eûz asplan̄tet ar péz a oa bét deûet frâost, pénaoz eo mé ann Aotrou em eûz komzet, hag em eûz gréat.

37Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Bugalé Israel am c’havô c’hoaz, évit ma rinn kémen̄t-man̄ évit-hô; hô faotta a rinn ével eunn dropel dûd,

38Ével eunn dropel zañtel, ével tropel Jéruzalem enn hé gouéliou lîd. Ével-sé ar c’hériou didûd ken̄t, a vézô leûn a dropellou tûd; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou. ———— XXXVII. PENNAD Grounn Israel ha Juda.

← Levr Yehezkel 35Read In The App, Free →Levr Yehezkel 37 →

Study Levr Yehezkel 36

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748