Levr Yehezkel 36:3
Râk-sé diougan, ha lavar: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: O véza ma oc’h bét gwastet ha mac’het trô-war-drô, ha deûet da zigwez d’ar brôadou all, ha ma oc’h deûet da zorc’hen ha da c’hoapérez ar boblou:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Job 30:1Hôgen brema ar ré iaouan̄koc’h égéd-oun a ra goab ac’hanoun, hî a béré na vijé két prizet d’in lakaad ann tadou gan̄t chas va zropel:
Psalms 35:25Na lavaren̄t két enn hô c’halonou: Mâd, mâd, en em laouénaomp; na lavaren̄t két: Hé loun̄ket hon eûz.
Psalms 61:1Sélaou, ô Doué, out va goulenn: laka évez out va féden.
Psalms 79:4Da vézégez vrâz omp deûet dirâg hon amézéien; ha da c’hoab ha da zismégan̄s évid ar ré a zô enn-drô d’é-omp.
Proverbs 1:12Loun̄komp anézhan̄ ez-béô ével ann ifern, hag a-grenn ével ann hini a ziskenn er poull: