Levr Yehezkel 36:5
Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Ével ma em eûz komzet é fô va buanégez a-éneb ar brôadou all, hag a-éneb ann Iduméa holl, péré a zô en em rôet va douar é digwéz gan̄t lévénez, a greiz hô c’haloun hag hô éné; ha ma hô deûz hé zistolet évid hé wasta;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 137:7Tenn va éné eûz ar vâc’h, évit ma veûlinn-kaer da hanô; ar ré reiz a zô war-c’héd eûz ar péz a rî em c’hén̄ver. ———— CXLII. PSALM. Psalm David, p’az éa hé vâb Absalom war hé lerc’h.
Proverbs 24:17Pa vézô kouézet da énébour, n’en em laouéna két; ha pa vézô bévézet, na dridet két da galoun,
Isaiah 34:2Ha roué ann Assiried a gasaz Rabsasez eûz a Lac’his da Jéruzalem gan̄d eunn armé vrâz a-éneb ar roué Ézéc’hias; hag hén̄ a arzaôaz é-tal sân al lenn uc’hela é hen̄t park ar c’hommer.
Isaiah 63:1Ar ré béré na lékéan̄t két hô fréder enn-oun, hô deûz va c’hlasket; ar ré béré na glaské két ac’hanoun, hô deuz va c’havet. Lavaret em euz: Chétu mé, chétu mé, da eur vrôad péhini na c’halvé két va hanô.
Jeremiah 12:14Mé hô skiñô, hag a rannô ar breûr diouc’h ar breûr, hag ar vugalé diouc’h ann tadou, émé ann Aotrou; na esperninn két, na zistolinn két, na drugarézinn két; hôgen kolla a rinn.