Levr Yehezkel 40:17
Hag hén̄ a gasaz ac’hanoun d’al leûren a-ziavéaz, ha chétu éz oa énô kamprou, hag al leûren a oa pavézet gan̄t mein trô-war-drô: trégon̄t kambr a ioa enn-drô d’ar pavez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
18Hag ar pavez é talbenn ann ôriou, a ioa izéloc’h, hervez béd ann ôriou.
Cross References
1 Chronicles 23:28Hag hî a vézô dindân dourn mipien Aaron évit servich tî ann Aotrou, er porchédou, hag er c’hamprou, hag é léac’h ar glanérez, hag er san̄tuar, hag é holl gargou templ ann Aotrou.
Ezekiel 10:5Trouz askellou ar Gérubined a gléved bétég el leuren a-ziavéaz, ével mouéz Doué holl c’halloudek pa gomz.
Ezekiel 41:6Hôgen al lôgou, lôg ouc’h lôg, diou wéach teir ha trégon̄t: béz’ ez oa skoazellou-plég a zavé enn-drô da vôger ann tî, évit skôra frammou al lôgou, héb béza harpet war vôger ann templ.
Ezekiel 42:4Ha dirâk kamprou ann ten̄zor éz oa eur palier eûz a zég ilinad a léd, a zellé oud ann diabarz war-zû eunn hen̄t eûz a eunn ilinad; hag hô dôriou a oa oud ann han̄ter-nôz: