The Bible Software
Levr Yehezkel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehezkel 40

1Er pempved bloaz war-n-ugen̄t eûz hon dizougadur, é derou ar bloaz, enn dékved deiz eûz ar mîz, er pévarzékved bloaz goudé disman̄tr kéar: enn deiz-zé enn-déeun é teûaz dourn ann Aotrou war-n-oun, hag am c’hasaz dî.

2É gwélédigésiou Doué é kasaz ac’hanoun é brô Israel, hag é lékéaz ac’hanoun war eur ménez uc’hel-meûrbéd, war béhini éz oa ével tî brâz eur géar trôet war-zû ar c’hrésteiz.

3Hag hén̄ am lékéaz da von̄d ébarz: ha chétu eunn dén a wéliz en dôa eur sell a lugerné ével arem, hag enn hé zourn eul linen lîn, hag enn dourn all eur gorsen ven̄t: hag hen̄ a oa enn hé zâ é-tâl ann ôr borz.

4Hag ann dén-zé a lavaraz d’in: Mâb dén, gwél gan̄d da zaoulagad, ha sélaou gan̄d da ziskouarn, ha laka da galoun war gémen̄t a ziskouézinn d’id: râg évid hô diskouéza d’id oud bét kaset aman̄; rô da anaout da dî Israel kémen̄d ez pézô gwélet.

5Ha chétu eur vur enn diavéaz trô-war-drô d’ann tî a bép tû, hag é dourn ann dén eur gorsen ven̄t eûz a c’houec’h ilinad hag eur raouen a héd; hag hen̄ a ven̄taz léd ar vûr eûz a eur gorsennad, hag ann uc’hélded ivé eûz a eûr gorsennad.

6Hag hen̄ a zeûaz oud ann ôr a zellé war-zû ar sâv héol, hag é piñaz dré hé daésiou; hag hén̄ a ven̄taz treûzou ann ôr eûz a eur gorsennad a léd, da lavaroud eo é oa unan eûz ann treûzou eûz a eur gorsennad a léd.

7Ha pép kambr a oa eûz a eur gorsennad a héd, hag eûz a eur gorsennad a léd: hag étré ar c’hamprou éz oa pemp ilinad.

8Treûzou ann ôr é-tâl ar porched é diabarz ann ôr, a oa eûz a eur gorsennad.

9Hag hen̄ a ven̄taz porched ann ôr en dôa eiz ilinad, hag hé zalbenn daou ilinad; hôgen porched ann ôr a oa enn diabarz.

10Ann ôr war-zû ar sâv-héol é dôa teir chambr enn eunn tû, ha teir enn tû all; eûz a eur ven̄t é oa ann teir c’hambr, hag eûz a eur ven̄t ann tri zalbenn diouc’h ann daou dû.

11Hag hén a ven̄taz léd treûzou ann ôr, eûz a zég ilinad, hag héd ann ôr eûz a drizék ilinad:

12Hag ar gôr dirag ar c’hamprou eûz a eunn ilinad; hag ar véven a bép tî eûz a eunn ilinad; hag ar c’hamprou eûz a c’houéac’h ilinad enn tû-man̄ hag enn tû-hon̄t.

13Hag hen̄ a ven̄taz ann ôr adalek lein eur gampr bété lein ébén, eûz a bemp ilinad war-n-ugen̄t; dôr ouc’h dôr.

14Hag hen̄ a réaz talbennou éûz a drî-ugen̄t ilinad; hag oud ann talbennou porched ann ôr a iéa trô-war-drô.

15Hag eûz a dâl ann ôr a iéa bété tâl ar porched eûz ann ôr a ziabarz, han̄ter-kan̄t ilinad:

16Ha prénestrou béskellek er c’hamprou, hag enn hô zalbennou, a ioa é diabarz ann ôr a bép tû, trô-war-drô: béz’ éz oa ivé é diabarz porchédou ar prénestrou trô-war-drô, hag é tâl ann talbennou gwéz-palmez livet.

17Hag hén̄ a gasaz ac’hanoun d’al leûren a-ziavéaz, ha chétu éz oa énô kamprou, hag al leûren a oa pavézet gan̄t mein trô-war-drô: trégon̄t kambr a ioa enn-drô d’ar pavez.

18Hag ar pavez é talbenn ann ôriou, a ioa izéloc’h, hervez béd ann ôriou.

19Hag hen̄ a ven̄taz al léd adaleg ann ôr izéla bété talbenn al leûren a ziabarz dré ann diavéaz, kan̄t ilinad war-zû ar sâv-héol, ha war-zû ann han̄ter-nôz.

20Héñ a ven̄taz ivé, enn hé héd hag enn hé léd, ann ôr a zellé oud tû ann han̄ter-nôz eûz al leûren a-ziavéaz.

21Hag hé gamprou a oa teir enn eunn tû, ha teir enn tû all; hag hé dalbenn hag hé borched ével men̄t ann ôr gen̄ta, eûz a han̄ter-kan̄t ilinad a héd, hag eûz a bemp ilinad war-n-ugen̄t a léd.

22Hé brénestrou, hag hé borched, hag hé gizelladuriou ével men̄t ann ôr a zelle oud ar sâv-héol; seiz daez a ioa da biña hag eur porched dirâk.

23Ha dôr al leûren a-ziabarz a ioa râg-énep da zôr ann han̄ter-nôz, hag ar sâv-héol; hag hén̄ a ven̄taz eûz a eunn ôr d’ann ôr all, kan̄t ilinad.

24Hag hén̄ a gasaz ac’hanoun war-zû ar c’hrésteiz, ha chétu é wéliz eunn ôr a zellé oud ar c’hrésteiz; hag hen̄ a ven̄taz ann talbenn hag ar porched anézhan̄, hervez ar mentou ken̄ta.

25Hag hé brénestrou, hag hé borchédou trô-war-drô, ével ar prénestrou all; eûz a han̄ter-kan̄d ilinad a héd, hag eûz a bemb ilinad war-n-ugen̄t a léd.

26Seiz daez a ioa da biña, hag eur porched dirâk; gwéz-palmez a ioa kizellet oud hé dalbenn, unan enn eunn tû, hag eunn all enn tû all.

27Ha dôr al leûren a-ziabarz a ioa war-zû ar c’hrésteiz; hag hén̄ a ven̄taz eûz a eunn ôr d’ann ôr all, war-zû ar c’hrésteiz, kan̄t ilinad.

28Hag hén̄ a gasaz ac’hanoun el leûren a-ziabarz oud dôr ar c’hrésteiz; hag hén̄ a ven̄tas ann ôr hervez ar men̄tou ken̄ta.

29Ann hévélep men̄tou a géméraz ivé eûz ar gampr, eûz hé zalbenn hag eûz hé forched; eûz hé frénestrou, hag eûz ar porched trô-war-drô; han̄ter-kan̄t ilinad a héd, ha pemb ilinad war-n-ugen̄t a léd.

30Hag ar porched trô-war-drô, pemb ilinad war-n-ugen̄t a héd, ha pemb ilinad a léd.

31Ar porched a iéa bétég al leûren a-ziavéaz; ha gwéz-palmez a ioa enn hé dalbenn; hag eiz daez a ioa évit piña dî.

32Hag hén̄ a gasaz ac’hanoun el leûren a-ziabarz war-zû ar sâv-héol; hag hen̄ a ven̄taz ann ôr hervez ar men̄tou ken̄ta.

33Ann hévélep men̄tou a géméraz ivé eûz ar gampr, eûz hé zalbenn, hag eûz hé forched: eûz hé frénestrou, hag eûz ar porched trô-war-drô; han̄ter-kan̄t ilinad a héd, ha pemb ilinad war-n-ugen̄t a léd.

34Hag é borched oud al leûren a-ziavéaz; hag ar gwéz palmez a ioa kizellet oud hé dalbenn, tû-man̄ ha tu hon̄t; ha dré eiz daez é piñed dî.

35Hag hen̄ a gasaz ac’hanoun oud ann ôr a zellé oud ann han̄ter-nôz; hag hén̄ a ven̄taz anézhi hervez ar men̄tou ken̄ta.

36Hag ar gampr, hag hé zalbenn, hag hé forched, hag hé frénestrou ennn trô-war-drô, eûz a gan̄t ilinad a héd, ha pemp ilinad a léd.

37Hag hé borched a zellé oud al leûren a-ziavéaz; ha gwéz-palmez a ioa kizellet oud hé dalbenn, tû-man̄ ha tû-hon̄t: ha dré eiz daez é piñed dî.

38Hag é pép kampr ann teñzor éz oa eunn ôr enn talbenn: énô é walc’hen̄t al loen-losket.

39Hag é porched ann ôr éz oa diou daol enn tû-man̄ ha diou daol enn tû all, évit laza war-n-ézhô ann hostivou, hag évid ar péc’hed, hag évid ar gwall.

40Hag enn tû a-ziavéaz a biñ étrézég ann ôr a zell oud ann han̄ter-nôz, éz oa diou daol; hag enn tû all dirâk porched ann ôr, diou daol.

41Péder zaol enn eunn tû, ha péder zaol enn tû all eûz ann ôr, eiz taol a ioa, war béré é lazen̄t.

42Ar béder zaol évid al loen-losket a oa gréat gan̄t mein pévar-c’hornek, eûz a eunn ilinad han̄ter a héd, eûz a eunn ilinad han̄ter a léd, hag eûz a eunn ilinad a uc’hélded; ha war-n-ézhô é lékéed al listri é péré é lazed ann hostivou hag ar viktimou.

43Hag ar gon̄vor anézhô a oa eûz a eur raouennad, hag hén̄ en em eil-blégé enn diabarz trô-war-drô; war ann taoliou é lékéad kîg ar c’hennig.

44Er-méaz eûz ann ôr a-ziabarz édô kamprou ar ganérien el leûren a-ziabarz, a ioa é-tâl ann ôr a zellé oud ann han̄ter-nôz; hô zâl a oa trôet war-zû ar c’hrésteiz: unan a ioa é-tâl dôr ar sâv-héol, hag a zellé war-zû ann han̄ter-nôz.

45Hag hén̄ a lavaraz d’in: Ar gampr-zé a zô trôet war-zu ar c’hrésteiz, a vézô évid ar véléien a veḻ évid diwall ann templ.

46Ar gampr a zô trôet war-zû ann han̄ter-nôz, a vézô évid ar véléien a veḻ évit servich ann aoter. Ar ré-zé eo mipien Sadok, péré eûz a vipien Lévi a dôsta oud ann Aotrou évid hé zervicha.

47Hag hen̄ a ven̄taz al leûren, é dôa kan̄t ilinad a héd, ha kan̄t ilinad a léd er pévar c’horn; hag ann aoter dirâk tâl ann templ.

48Hag hén̄ a gasaz ac’hanoun é porched ann templ; hag hén̄ a ven̄taz ar porched, péhini en dôa pemb ilinad enn eunn tû, ha pemb ilinad enn tû all; ha léd ann ôr eûz a drî ilinad enn eunn tû, hag eûz a drî ilinad enn tû all.

49Héd ar porched a ioa eûz a ugen̄t ilinad, hag hé léd eûz a unnég ilinad; ha dré eiz daez é piñed dî. Peûliou a ioa oud ann talbenn, unan enn eunn tû, hag unan enn tû all. ———— XLI. PENNAD Men̄t kévrennou ann templ.

← Levr Yehezkel 39Read In The App, Free →Levr Yehezkel 41 →

Study Levr Yehezkel 40

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748