Levr Yehezkel 40:3
Hag hén̄ am lékéaz da von̄d ébarz: ha chétu eunn dén a wéliz en dôa eur sell a lugerné ével arem, hag enn hé zourn eul linen lîn, hag enn dourn all eur gorsen ven̄t: hag hen̄ a oa enn hé zâ é-tâl ann ôr borz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 8:20Ha ken̄toc’h d’al lézen, ha d’ann desténi. Ma na gomzon̄t két hervez ar gér-zé, na vézô két a c’houlou min̄tin évit-hô.
Ezekiel 1:7Hô zreid a oa éeun, ha kaloun hô zreid ével kaloun treid eul leûé, hag hî a stérédenné ével ann arem al luc’husa.
Ezekiel 8:2Hag é selliz, ha chétu unan é doaré tân; adaleg hé zigroazel hag izéloc’h, tân; hag adaleg hé zigroazel hag uc’héloc’h é doaré skéd, hen̄vel out goularz.
Daniel 10:5Ha mé a zavaz va daoulagad, hag a zellaz: ha chétu é wéliz eunn dén gwisket gan̄t lin, ha war hé zargreiz eur gouriz aour ar glana.