Levr Yehezkel 40:44
Er-méaz eûz ann ôr a-ziabarz édô kamprou ar ganérien el leûren a-ziabarz, a ioa é-tâl ann ôr a zellé oud ann han̄ter-nôz; hô zâl a oa trôet war-zû ar c’hrésteiz: unan a ioa é-tâl dôr ar sâv-héol, hag a zellé war-zû ann han̄ter-nôz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Chronicles 6:31Ar ré-man̄ eo a lékéaz David é penn ar ganerien tî ann Aotrou, abaoé ma oé lékéat ann arc’h.
1 Chronicles 25:1David éta ha prin̄sed ann armé a strollaz enn hô c’hargou mipien Asaf, hag Héman, hag Iditum, évit ma c’hoarichen̄t gan̄d ann télennou, gan̄d ar saltérionou, ha gan̄d ar simbalou, pép-hini oc’h ôber hé garg hervez hé niver.
Ezekiel 40:10Ann ôr war-zû ar sâv-héol é dôa teir chambr enn eunn tû, ha teir enn tû all; eûz a eur ven̄t é oa ann teir c’hambr, hag eûz a eur ven̄t ann tri zalbenn diouc’h ann daou dû.
Ezekiel 40:23Ha dôr al leûren a-ziabarz a ioa râg-énep da zôr ann han̄ter-nôz, hag ar sâv-héol; hag hén̄ a ven̄taz eûz a eunn ôr d’ann ôr all, kan̄t ilinad.
Ezekiel 40:29Ann hévélep men̄tou a géméraz ivé eûz ar gampr, eûz hé zalbenn hag eûz hé forched; eûz hé frénestrou, hag eûz ar porched trô-war-drô; han̄ter-kan̄t ilinad a héd, ha pemb ilinad war-n-ugen̄t a léd.