Levr Yehezkel 43:11
Ha ra zeûin̄t da rusia eûz a gémen̄t hô deûz gréat. Diskouéz d’ézhô doaré ann tî, hé hen̄chou da von̄d ébarz ha da von̄d er-méaz, hag hé holl zisrével, hag hé holl gélennou, hag hé holl reiz, hag hé holl lézennou; ha skrîv anézhô enn hô daoulagad: évit ma virin̄t hé holl zisrével hag hé gélennou, ha ma hô sévénin̄t.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezekiel 11:20Évit ma valéin̄t em c’hélennou, ma virin̄t va barnédigézou, ha ma hô sévénin̄t; ma vézin̄t da bobl d’in, ha ma vézinn da Zoué d’ézhô.
Ezekiel 36:27Hag é likiinn va spéred enn hô kreiz; hag é likiinn ma valéot em c’hélennou, ha ma virot va barnédigézou, ha ma hô sévénot.
Ezekiel 44:5Hag ann Aotrou a lavaraz d’in: Mâb dén, laka enn da galoun, ha gwél gan̄d da zaoulagad, ha sélaou gan̄d da ziskouarn kémen̄d a livirinn d’id diwar-benn ann holl lidou eûz a dî ann Aotrou, ha diwar-benn hé holl lézennou; ha laka enn da galoun hen̄chou ann templ, hag ann holl hen̄chou da von̄d er-méaz eûz ar san̄tuar.
Hebrews 8:5Ha war he gorre é oa daou Gérubin a c’hloar, péré a chôlôé ar goulc’her gan̄d hô eskel. Hôgen né kéd aman̄ al léac’h da gomza eûz ann traou-zé gan̄d ann holl zarvoudou.