Levr Yehezkel 43
1Hag hén̄ a gasaz ac’hanoun étrézég ann ôr a zellé oud ar sâv-héol.
2Ha chétu gloar Doué Israel a zeûaz diwar-zû ar sâv-héol; hag hé mouéz a oa ével trouz kalz doureier; hag ann douar a luc’hé gan̄d hé veûrded.
3Hag ar wélédigez-sé a oa hen̄vel oud ann hini am bôé, pa zeûaz évit kolla ar géar: enn hévélep doaré en em ziskouézaz, ével ma em bôa hé wélet é-tal ster C’hobar: ha mé a gouézaz war va dremm.
4Ha meûrdez ann Aotrou a iéaz enn templ dré ann ôr a zellé oud ar sâv-héol.
5Hag ar spéred a zavaz ac’hanoun, hag am c’hasaz d’al leûren a ziabarz; ha chétu é oa leûn ann tî gan̄t gloar ann Aotrou.
6Hag é kleviz anézhan̄ ô komza ouz-in eûz ann tî; hag ann dén a oa enn hé zâ em c’hichen,
7A lavaraz d’in: Mâb dén, aman̄ éma léac’h va zrôn, ha léac’h roudou va zreid, é péléac’h é chouminn é-kreiz bugalé Israel da-vikenn; ha tî Israel na zaotrô mui va hanô san̄tel, nag hî nag hô rouéed, gan̄t hô gadélésiou, gan̄t bésiou hô rouéed, ha gan̄d al lec’hiou uc’hel.
8Hî hô deûz gréat hô dôr out va dôr, hag hô fostou out va fostou: eûr vôger a oa étré mé hag hî; hag hî hô deûz saotret va hanô san̄tel gan̄d ann argarzidigésiou hô deûz gréat; râk-sé em eûz hô bévézet em buanégez.
9Pellaen̄t éta bréman̄ hô gadélez, ha bésiou hô rouéed, ha mé a choumo bépréd enn hô c’hreiz.
10Hôgen té, mâb dén, diskouéz ann templ da dî Israel, ra vézin̄t mézékéet gan̄d hô fallagriézou, ha ra ven̄tin̄t hé ôbéridigez.
11Ha ra zeûin̄t da rusia eûz a gémen̄t hô deûz gréat. Diskouéz d’ézhô doaré ann tî, hé hen̄chou da von̄d ébarz ha da von̄d er-méaz, hag hé holl zisrével, hag hé holl gélennou, hag hé holl reiz, hag hé holl lézennou; ha skrîv anézhô enn hô daoulagad: évit ma virin̄t hé holl zisrével hag hé gélennou, ha ma hô sévénin̄t.
12Hou-man̄ eo lézen ann tî a dléeur da zével war lein ar ménez: hé holl héd trô-war-drô a zô san̄tel-brâz; hou-man̄ eo éta lézen ann tî.
13Hôgen chétu aman̄ men̄t ann aoter diouc’h ar gwir ilinad, péhini en dôa eunn ilinad hag eur raouennad. Hé dounder a oa eûz a eunn ilinad, hag hé léd eûz a eunn ilinad; hag hé c’hleûz bétég hé gon̄vor, ha trô-war-drô, a oa eûz a eur raouennad; ével-sé é oa an̄t ann aoter.
14Hag eûz a leûr ann douar bétég ar gon̄vor divéza, daou ilinad, war eul léd eûz a eunn ilinad: hag eûz ar gon̄vor divéza bétég ar gon̄vor ken̄ta, pévar ilinad, war eul léd eûz a eunn ilinad.
15Hôgen Ariel eo dôa pévar ilinad; hag eûz a Ariel bétég ar penn uc’héla éz oa pévar c’horn.
16Ariel en dôa daouzég ilinad a héd, ha daouzég ilinad a léd; hag ével-sé é oa pévar-c’hornek, hag unvan hé gorniou.
17Hé gon̄vor a oa eûz a bévarzég ilinad a héd, hag eûz a bévarzég ilinad a léd enn hé févar c’horn; hag hé c’hurunen trô-war-drô eûz a eunn han̄ter-ilinad, hag hé dounder eûz a eunn ilinad trô-war-drô: hôgen hé dérésiou a oa trôet war-zû ar sâv-héol.
18Hag hen̄ a lavaraz d’in: Mâb dén, ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu aman̄ lidou ann aoter, é pé zeiz-bennâg é vézô gréat; ma vézô kenniget war-n-ézhan̄ al loen-losk, ha ma vézô skuḻet ar goad.
19Ha té hô rôi d’ar véléien ha d’al Lévited, péré a zô eûz a wenn Sadok, péré a dôsta ouz-in, émé ann Aotrou Doué, évit ma kennigin̄t d’in eul leûé eûz ann tropel évid ar péc’hed.
20Hag ô kémérout goad, é likii anézhan̄ war bévar c’horn ann aoter, ha war bévar c’hoñ ar gon̄vor, ha war ar gurunen trô-war-drô; hag é glani anézhi, hag é san̄téli anézhi.
21Ha té a gémérô al leûé a vézô bét kenniget évid ar péc’hed; hag é tévi anézhan̄ enn eul léac’h distrô eûz ann tî, er méaz eûz ar san̄tuar.
22Hag ann eil zervez é kennigi eur bouc’h iaouan̄k dinam évit ar péc’hed; hag hî a c’hlanô ann aoter, ével ma hô deûz hé glanet gan̄d al leûé.
23Ha p’az pézô hé peûr-c’hlanet, é kennigi eul leûé dinam eûz ann tropel, hag eunn tourz dinam eûz ann tropel.
24Ha té hô c’hennigô dirâg ann Aotrou; hag ar véléien a skuḻô c’hoalen war-n-ézhô, hag hô c’hennigô é sakrifiz-losk d’ann Aotrou.
25A-héd seiz dervez é kennigi bemdez eur bouc’h évid ar péc’hed; hag é vézô kenniget ivé eul leué hag eunn tourz eûz ann tropel, hag hî dinam.
26A-héd seiz dervez é san̄télin̄t ann aoter, hag é c’hlanin̄t anézhi; hag hî hé leûniô.
27Ha pa vézô tréménet ann deisiou-zé, enn eizved devez ha goudé-zé, ar véléien a gennigô war ann aoter hô loéned-losk hag ar ré a gennigon̄t évid ar péoc’h; ha mé a vézô en em unvanet gan-é-hoc’h, émé ann Aotrou Doué. ———— XLIV. PENNAD Gwenn Sadok startéet er vélégiez.