Levr Yehezkel 43:7
A lavaraz d’in: Mâb dén, aman̄ éma léac’h va zrôn, ha léac’h roudou va zreid, é péléac’h é chouminn é-kreiz bugalé Israel da-vikenn; ha tî Israel na zaotrô mui va hanô san̄tel, nag hî nag hô rouéed, gan̄t hô gadélésiou, gan̄t bésiou hô rouéed, ha gan̄d al lec’hiou uc’hel.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
6Hag é kleviz anézhan̄ ô komza ouz-in eûz ann tî; hag ann dén a oa enn hé zâ em c’hichen,
Cross References
1 Chronicles 28:2Hag ar roué ô choum enn hé zâ, a lavaraz d’ézhô: Sélaouit ac’hanoun, va breûdeûr, ha va fobl: ann dézô em bôa bét da zével eunn tî évit lakaad enn-han̄ arc’h kévrédigez ann Aotrou, ha skabel treid hon Doué; hag aozet eo bét gan-én̄ kémen̄d a zô réd évid hé zével:
Psalms 68:17Karr Doué en deûz war hé drô ouc’h-penn dék mil, ha meûr a vil éal el lévénez. Ann Aotrou a zô enn hô c’hreiz enn hé san̄tuar ével é Sinai.
Psalms 99:1Ann Aotrou a rén, ra grénô ar boblou; azézet eo war ar gérubined, ra vérô horellet ann douar.