Levr Yehezkel 44:7
Béza digaset em san̄tuar mipien diavésidi, dienwad a galoun, ha dienwad a gîk, péré a zaotr va zî: béza kenniget va baraou, al lard hag ar goad; béza torret va c’hévridigez gan̄d hoc’h holl wallou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 17:11Râk buez ar c’hîg a zô er goâd; hag hé rôed em eûz d’é-hoc’h, évit ma vézô d’é-hoc’h war ann aoter, évid diskarg hoc’h énéou, ha ma vézô ar goâd dic’haouidigez évid ann éné.
Leviticus 21:8Ha ma kennigon̄t ar baraou a gennig. Ra vézin̄t éta sen̄t, râk mé a zô san̄t va-unan, mé ann Aotrou péhini hô laka da véza sen̄t.
Leviticus 21:21Kémen̄d hini eûz a wenn Aaron, ar bélek, en dévézô eur merk-bennâg, na dôstai két évit kenniga hostivou d’ann Aotrou, pé baraou d’hé Zoué.
Leviticus 26:15Mar grit faé war va lézennou, ha mar disprizit va barnédigézou, ma na rît két ar péz em eûz gourc’hémennet d’é-hoc’h, ha mar torrit va c’hévrédigez;
Deuteronomy 10:16Teir gwéach é-pad ar bloaz en em ziskouézô ann holl baotred dirâg ann Aotrou da Zoué el léac’h en dévézô dilennet: da c’hoél ar bara dic’hoell, da c’hoél ar sizuniou, ha da c’hoél ann tabernaklou. N’en em ziskouézin̄t két dirâg ann Aotrou goullô hô daouarn.