Levr Yehezkel 44
1Hag hén̄ a lékéaz ac’hanoun da zistrei étrézég ann hen̄t eûz a zôr ar san̄tuar a-ziavéaz, a zellé oud ar sav-héol, hag a oa serret.
2Hag ann Aotrou a lavaraz d’in: Ann ôr-zé a vézô serret; na vézô két digoret, ha na dréménô dén dré-z-hi; ô véza ma eo éat ébarz ann Aotrou Doué Israel dré-z-hi, hag é vézô serret
3Évid ar prin̄s. Ar prin̄s hé-unan a azézô enn-hi, évit dibri bara dirâg ann Aotrou; dré hen̄d dôr ar porched éz ai ébarz ha dré ann hévéleb hen̄t éz ai er-méaz.
4Hag hén̄ a gasaz ac’hanoun dré hen̄d dôr ann han̄ter-nôz dirâg ann tî; hag é selliz, ha chétu gloar ann Aotrou a leûniaz tî ann Aotrou; ha mé a gouézaz war da dremm.
5Hag ann Aotrou a lavaraz d’in: Mâb dén, laka enn da galoun, ha gwél gan̄d da zaoulagad, ha sélaou gan̄d da ziskouarn kémen̄d a livirinn d’id diwar-benn ann holl lidou eûz a dî ann Aotrou, ha diwar-benn hé holl lézennou; ha laka enn da galoun hen̄chou ann templ, hag ann holl hen̄chou da von̄d er-méaz eûz ar san̄tuar.
6Hag é liviri da dî Israel péhini a heskin ac’hanoun, ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Ra vézô a-walc’h hô kwallou d’é-hoc’h, tî Israel.
7Béza digaset em san̄tuar mipien diavésidi, dienwad a galoun, ha dienwad a gîk, péré a zaotr va zî: béza kenniget va baraou, al lard hag ar goad; béza torret va c’hévridigez gan̄d hoc’h holl wallou.
8N’hoc’h eûz két miret kelennou va zan̄tuar: lékéat hoc’h eûz évit mirout kélennou va zan̄tuar diwallérien diouc’h hô ménoz hoc’h-unan.
9Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Kémen̄d diavésiad dienwad a galoun, ha dienwad a gîk n’az ai két em san̄tuar, na kémen̄t mab diavésiad a zô é-touez bugalé Israel.
10Al lévited hô-unan, péré a zô en em dennet pell diouz-in évid heûlia fazi bugalé Israel, hag a zô bét faziet diouz-in ô von̄t war-lerc’h hô idolou, hag hô deûz douget hô fallagriez;
11Ar ré-zé a vézô da den̄zoridi em san̄tuar, da borsiérien oud dôriou va zî, ha da zervichérien em zî; hî a lazô al loéned da leski, ha viktimou ar bobl; hag hî en em zalc’hô enn hô zâ dira-z-hô, évid hô zervicha.
12O véza ma hô deûz hô zervichet dirâg hô idolou, ha ma in̄t deûet da wall-skouér da dî Israel, ha da abek d’hé fallagriez; râk-sé em eûz savet va dourn war-n-ézhô, émé ann Aotrou Doué, hag é tougin̄t hô fallagriez:
13Ha na dôstain̄t két ouz-in évid ôber ar garg a vélek dira-z-oun, ha na dôstain̄t két oud hini eûz ann traou san̄tel a zô tôst da zan̄t ar zen̄t; hôgen hî a zougô hô mézégez, hag ar gwallou hô deûz gréat.
14Ha mé hô lakai da borsiérien ann tî, ha da zervichérien enn-han̄, évit kémen̄t a vézô da ôber.
15Hôgen ar véléien hag al lévited mipien Sadok, péré hô deûz miret lidou va zañtuar, pa belléé bugalé Israel diouz-in, ar ré-zé a dôstai ouz-in évit va zervicha; hag hî a choumô enn hô zâ dira-z-oun évil kenniga d’in al lard hag ar goad, émé ann Aotrou Doué.
16Hî a iélô ébarz va zan̄tuar, hag hî a dôstai out va zaol évit servicha ac’hanoun, hag évit mirout va lidou.
17Ha p’az ain̄t ébarz dôriou al leûren a-ziabarz, é vézin̄t gwisket gan̄t diḻad lîn; ha n’hô dévézô nétrâ a c’hloan war-n-ézhô, pa rain̄t hô zervich oud dôriou al leûren a-ziabarz, hag enn diabarz.
18Talédouigou lîn hô dévézô war hô fennou, ha lavrégou lîn enn-drô d’hô digroazel; ha n’en em c’hourizin̄t két é doaré da c’houézi.
19P’az ain̄t er-méaz el leûren a-ziavéaz é-touez ar bobl, é tiwiskin̄t ann diḻad hô dôa évid ôber hô c’harg, hag é likiin̄t anézhô é kampr ar san̄tuar, hag é wiskin̄t diḻad all; ha na zan̄télin̄t két ar bobl gan̄d hô zaéou.
20Na douzin̄t két hô fennou, ha na lézin̄t két hô bléô da greski; hôgen hô zrouc’ha hag hô c’hrenna a rain̄t.
21Bélek é-béd na évô gwîn, pa dléô mon̄d ébarz al leûren a-ziabarz.
22Na zimézin̄t két gan̄d eunn in̄tan̄vez, na gan̄d eur c’hrég dilézet, hôgen gan̄t plac’hed-iaouan̄k eûz a wenn tî Israel. Koulskoudé é hellin̄t ivé kéméroud da c’hrég eunn in̄tan̄vez, a vézô in̄tan̄vez diwar eur bélek.
23Deski a rain̄t d’am pobl pétrâ a zô san̄tel hag ar péz a zô saotr, diskouéza a rain̄t d’ézhô pétrâ a zô glân hag ar péz a zô dic’hlan.
24Ha pa vézô strîv, hî a zavô em barnédigézou hag a varnô; va lézennou ha va c’hélennou a virin̄t em holl lidou, hag é san̄télin̄t va deisiou sabbat.
25N’az ain̄t két el léac’h ma vézô eunn dén marô, gan̄d aoun na ven̄t saotret, némét ma vé hô zâd pé hô mamm, hô mâb pé hô merc’h, hô breûr pé hô c’hoar, ma n’é deûz két bét eunn eil ozac’h; saotret é vé gan̄t-hô.
26Ha goudé ma vézô bét glanet, é vézô nivéret d’ézhan̄ seiz dervez.
27Hag enn deiz m’az ai ébarz ar san̄tuar el leûren a-ziabarz, évit va zervicha er san̄tuar, é rai eur c’hennig évid hé béc’hed, émé ann Aotrou Doué.
28N’hô dévézô két a zigwéz, mé eo hô digwéz; na rôet két a berc’henniez d’ézhô enn Israel, râk mé eo hô ferc’henniez.
29Hî a zébrô ar viktim a vézô kenniget évid ar péc’hed hag évid ar gwall; ha kémen̄d a vézô gwestlet enn Israel a vézô d’ézhô.
30Préveûdi ar ré-gen̄ta-ganet, hag ar c’hen̄ta-frouez eûz a gémen̄t a vézô kenniget, a vézô d’ar véléien; rei a réot ivé d’ar bélek ar préveûdi eûz hô poéd, évid ma skuḻô ar vennoz war hô tî.
31Ar véléien na zebrin̄t nag eûz a evn nag eûz a loen marô anézhô hô-unan, pé paket gan̄d eul loen all. ———— XLV. PENNAD Lôd ar Prin̄s.