Levr Yehezkel 45:1
Pa zeûôt da ranna ann douar gan̄d ar sort, rannit ar bréveûdi évid ann Aotrou, eul lôd san̄télet eûz ann douar, eûz a bemp mil ilinad war-n-ugen̄t a héd, hag eûz a zék mil a léd; san̄télet é vézô enn hé holl héd trô-war-drô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 34:13Ha Moizez a c’hourc’hémennaz da vugalé Israel, ô lavarout: Hen-nez a vézô ann douar a vézô da gers d’é-hoc’h dré ar sort, hag en deûz gourc’hémennet ann Aotrou da rei d’ann naô breûriez, ha d’ann han̄ter-vreûriez.
Joshua 14:1Chétu aman̄ pétrâ hô deûz bét enn hô c’hers bugalé (T) Israel é douar Kanaan, a zô bét rôet d’ézhô gan̄d Éléazar, ar bélek- brâz, ha Jozué, mâb Nun, ha prin̄sed ar géren̄tiézou eûz a béb breûriez eûz a Israel:
Psalms 16:5Ann Aotrou eo al lôd eûz va digwéz hag eûz va c’hôp: té eo a zistolô d’in va digwéz.
Ezekiel 45:2Eûz ann héd-zé é vézô évid al léac’h san̄tel, eul léac’h pévar c’hornek eûz a bemp kan̄t ilinad a bép tû trô-war-drô: hag han̄ter-kan̄t ilinad trô-war-drô évid hé faboursiou.
Ezekiel 47:22Ha c’houi hé gémérô da zigwéz d’é-hoc’h, ha d’ann diavésidi a zeûi enn hô touez, hag hô dévézô ganet bugalé enn hô kreiz; hag hî a vézô évid-hoc’h ével pa ven̄t ganet er vrô é-touéz bugalé Israel; hô lôd hô dévézô gan-é-hoc’h eûz ann douar é-kreiz breûriézou Israel.
Ezekiel 48:29Hen-nez eo ann douar a rannot diouc’h ar sort étré breûriézou Israel; ha chétu hô rannou, émé ann Aotrou Doué.