The Bible Software
Levr Yehezkel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehezkel 45

1Pa zeûôt da ranna ann douar gan̄d ar sort, rannit ar bréveûdi évid ann Aotrou, eul lôd san̄télet eûz ann douar, eûz a bemp mil ilinad war-n-ugen̄t a héd, hag eûz a zék mil a léd; san̄télet é vézô enn hé holl héd trô-war-drô.

2Eûz ann héd-zé é vézô évid al léac’h san̄tel, eul léac’h pévar c’hornek eûz a bemp kan̄t ilinad a bép tû trô-war-drô: hag han̄ter-kan̄t ilinad trô-war-drô évid hé faboursiou.

3Ha gan̄d ar ven̄t-zé é ven̄ti ennn héd eûz a bemp mil war-n-ugen̄t, hag eul léd eûz a zék mil, hag énô é vézô ann templ, ha san̄t ar zen̄t.

4Al lôden san̄télet eûz ann douar a vézô évid ar véléien péré a râ servich ar san̄tuar, ha péré a dôsta évit servicha ann Aotrou; hag al léac’h-sé a vézô da diez d’ézhô, ha d’ar san̄tuar san̄tel.

5Pemp mil war-n-ugen̄t a héd, ha dék mil a léd a vézô ivé évid al Lévited, péré a ra servich ann tî; hi hô dévézô ugen̄t kampr.

6Rei a réot ivé é kers d’ar géar pemp mil a léd, ha pemp mil war-n-ugen̄t a héd, hervez rann ar san̄tuar, évid holl dî Israel.

7D’ar prin̄s é vézô enn tû-man̄, hag enn tû-hon̄t é rann ar san̄tuar, hag é lôden ar géar, râg-énep da rann ar san̄tuar ha râg-énep da lôden ar géar, adaleg eur môr bétég ar môr all, adaleg eunn tû eûz ar sâv-héol bétég ann tû all; hag ann héd a vézô kévatal da bép-hini eûz al lôdennou all, adaleg harzou ar c’hûs-héol, bétég harzou ar sâv-héol.

8Hé gers en dévézô eûz a zouar Israel; hag ar brin̄sed na breizin̄t mui va fobl; hôgen rei a rain̄t ann douar da dî Israel hervez hô breûriézou.

9Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Bézet a-walc’h d’é-hoc’h prin̄sed Israel; éhanit hô fallagriez hag hô preizérez, grit barnédigez hag éeunder; rannit hô touarou diouc’h ré va fobl, émé ann Aotrou Doué.

10Bézet reiz d’é-hoc’h ar valan̄s, ha reiz ann éfi, ha reiz ar batus.

11Ann éfi hag ar batus a vézô kévatal, hag eûz a eunn hévélep men̄t: évit ma talc’hô ar batus ann dékved lôden eûz a eur c’horus, hag ann éfi ann dékved lôden eûz a eur c’horus: hô poéz a vézô kévatal hervez men̄t ar c’horus.

12Ar sikl en deûz ugen̄t obolen; ugen̄t sikl, ha pemp sikl warn-ugen̄t, ha pemzék sikl a râ ar min.

13Ha chétu ar préveûdiou a gennigot: ar c’houec’hved lôden eûz a eunn éfi war eur c’horus gwiniz, hag ar c’houec’hved lôden eûz a eunn éfi war eur c’horus heiz.

14É-kén̄ver men̄t ann éôl, eur batus éôl eo ann dékved lôden eûz a eur c’horus, ha dék batus a râ eur c’horus, râk dék batus garg leûn eur c’horus.

15Eunn tourz eûz a eunn tropel a zaou c’han̄t a gennigot, eûz ar ré a vâg Israel évid ar sakrifisou, hag al loéned-losk, hag ar c’hennigou a béoc’h, évid hô diskarga, émé ann Aotrou Doué.

16Holl bobl ar vrô a vézô dalc’het da rei ar préveûdiou-zé d’ar prin̄s enn Israel.

17War garg ar prin̄s é vézô al loéned-losk, hag ar sakrifisou, hag ar boéd-kennig el lîdou, hag enn deisiou ken̄ta eûz ar mîz, hag enn deisiou sabbat, hag é holl wéliou tî Israel; hen̄ a ginnigô évid ar péc’hed ar sakrifiz, hag al loen-losk hag ar viktimou a béoc’h, évid diskarga tî Israel.

18Ével henn é lavar ann Aotrou Doué: Er miz ken̄ta, er c’hen̄ta deiz eûz ar mîz, é kéméri eul leûé eûz ann tropel hag hen̄ dinam, hag é puri ar san̄tuar.

19Hag ar béleg a gémérô eûz ar goad a vézô kenniget évid ar péc’hed, hag hén̄ a lakai war bostou ann tî, war bévar c’horn rizen ann aoter, ha war bostou ann ôr eûz al leûren a-ziabarz.

20Ével-sé é ri ivé er seizved deiz eûz ar mîz, évit kémen̄d hini en deûz péc’het dré ziwiziégez, hag a zô bét touellet gan̄d eur fazi; hag é puri ann tî.

21Er miz ken̄ta, er pévarzékved deiz eûz ar mîz, é vézô évid-hoc’h lîd ar Pask; bara dic’hoell a vézô debret a-hed seiz dervez.

22Hag ar prin̄s a gennigô enn deiz-zé évit-han̄, hag évid ann holl bobl eûz ar vrô, eul leûé évid ar péc’hed.

23Hag a-héd lîd ar seiz dervez é kennigô d’ann Aotrou é sakrifiz-losk, seiz leûé ha seiz tourz dinam, bemdez a-héd ar seiz dervez; ha bemdez eur bouc’h gevr évid ar péc’hed.

24Hag hén̄ a gennigô ennn éfi dré bép leûé, hag eunn éfi dré bép tourz; hag eunn hin éôl dré béb efi.

25Er seizved mîz, er pemzékved deiz eûz ar mîz, é rai el lîd-zé a-héd seiz dervez, ével ma eo bét lavaret ken̄toc’h, kouls évid ar péc’hed, pe évid ar sakrifiz-losk, pé évid ar boéd-bennig, pé évid ann éôl. ———— XLVI. PENNAD Lézennou é-ken̄ver ar sakrifisou.

← Levr Yehezkel 44Read In The App, Free →Levr Yehezkel 46 →

Study Levr Yehezkel 45

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748