Levr Yehezkel 45:17
War garg ar prin̄s é vézô al loéned-losk, hag ar sakrifisou, hag ar boéd-kennig el lîdou, hag enn deisiou ken̄ta eûz ar mîz, hag enn deisiou sabbat, hag é holl wéliou tî Israel; hen̄ a ginnigô évid ar péc’hed ar sakrifiz, hag al loen-losk hag ar viktimou a béoc’h, évid diskarga tî Israel.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
16Holl bobl ar vrô a vézô dalc’het da rei ar préveûdiou-zé d’ar prin̄s enn Israel.
Cross References
Leviticus 4:27Mar péc’h eur ré eûz a bobl ar vrô dré ziwiziégez, ha mar gra eunn dra-bennâg berzet gan̄t lézen ann Aotrou, ha mar teû da fazia,
Numbers 28:1Ann Aotrou a lavaraz ivé da Voizez:
Numbers 28:28Hag ar c’hennigou a flour-gwiniz évit pép-hini, a vézô eûz a vleûd glépiet gan̄d éôl, tri dékved dré bép leûé, ha daou zékved évid ann tourzed;
2 Samuel 6:19Hag hén̄ a rôaz da holl bobl Israel, kenn d’ar oazed, kenn d’ar merc’hed, da bép-hini eunn dors vara, hag eunn tamm kîk bevin rôstet, hag eur gouiñ poazet gan̄t éôl. Hag ann holl bobl a iéaz-kuît, pép-hini d’hé dî.
1 Chronicles 16:2Ha pa oé bét kenniget gan̄d David sakrifisou-losk ha sakrifisou a béoc’h, é vennigaz ar bobl e hanô ann Aotrou.