Levr Yehezkel 45:23
Hag a-héd lîd ar seiz dervez é kennigô d’ann Aotrou é sakrifiz-losk, seiz leûé ha seiz tourz dinam, bemdez a-héd ar seiz dervez; ha bemdez eur bouc’h gevr évid ar péc’hed.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
24Hag hén̄ a gennigô ennn éfi dré bép leûé, hag eunn éfi dré bép tourz; hag eunn hin éôl dré béb efi.
Cross References
Leviticus 23:8Hôgen kenniga a réot d’ann Aotrou eur sakrifiz-losk é-pâd seiz dervez; hag ar seizved dervez a vézô lidusoc’h ha san̄teloc’h: ha na réot labour a gorf é-béd enn deiz-zé.
Numbers 28:15Kenniget é vézô ive d’ann Aotrou eur bouc’h évid ar péc’hed, oc’h-penn ar sakrifiz-losk peûr-baduz gan̄d hé vraoued-kennigou.
Numbers 28:24Ével-sé é réot bemdéz é-pâd ar seiz dervez évit ken̄derc’hel ann tân, hag ar c’houés hétuz-brâz d’ann Aotrou, a zavô eûz ar sakrifiz-losk, hag eûz a vraoued-kennig pép viktim.
Numbers 29:11Hag ar bouc’h évid ar péc’hed, hép nivéri ann traou a vézeur boazet da genniga évid diskarg ar péc’hed, hag ar sakrifiz-losk peûr-baduz, gan̄d hé voéd-kennigou hag hé vraoued-kennigou.
Hebrews 10:8Dré ar feiz eo ann hini a oé hanvet Abraham, a zen̄taz ô von̄d el léac’h a oa bét rôed é digouéz d’ézhan̄: hag éz éaz-kuît hép gouzout péléac’h éz éa.