Levr Yehezkel 46:1
Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Dôr leûren a-ziabarz a zell oud ar sâv-héol a vézô serret a-héd ar seiz dervez é péré é laboureur; hôgen é deiz ar sabbat é vézô digoret, hag er c’hen̄ta deiz eûz ar mîz é vézô digoret ivé.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezekiel 8:16Hag hén̄ a lékéaz ac’hanoun da von̄t é diabarz porched tî ann Aotrou: ha chétu é wéliz oud dôr templ ann Aotrou, étré ar porched hag ann aoter, war-drô pemp dén war-n-ugen̄t, a drôé hô c’hein out templ ann Aotrou, hag hô daoulagad oud ar sâv-héol; évid azeûli ar sâv-héol.
Ezekiel 44:2Hag ann Aotrou a lavaraz d’in: Ann ôr-zé a vézô serret; na vézô két digoret, ha na dréménô dén dré-z-hi; ô véza ma eo éat ébarz ann Aotrou Doué Israel dré-z-hi, hag é vézô serret
Ezekiel 46:6Hag enn deiz ken̄ta eûz ar mîz eul leûé eûz ann tropel hag hén̄ dinam, ha c’houéac’h oan, ha c’houéac’h tourz, a vézô ivé dinam.
Hebrews 4:9Dré-zé eo bét lézet miridigez ar sabbat da bobl Doué.