The Bible Software
Levr Yehezkel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehezkel 46

1Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Dôr leûren a-ziabarz a zell oud ar sâv-héol a vézô serret a-héd ar seiz dervez é péré é laboureur; hôgen é deiz ar sabbat é vézô digoret, hag er c’hen̄ta deiz eûz ar mîz é vézô digoret ivé.

2Hag ar priñs a iélô ébarz dré hen̄t ar porched eûz ann ôr a-ziavéaz, hag é choumô enn hé za war dreûzou ann ôr; hag ar véléien a gennigô évit-han̄ ar sakrifiz-losk hag ar viktimou a béoc’h; hag hen̄ a azeûlô war dreûzou ann ôr, hag a iélô er-méaz; hag ann ôr na vézô két serret bétég ar pardaez.

3Ha pobl ar vrô a azeûlô ivé oud ann ôr-zé é deisiou ar sabbat hag enn deisiou ken̄ta eûz ar mîz, dirâg ann Aotrou.

4Hôgen ar priñs a gennigô d’ann Aotrou ar sakrifiz-losk-zé, e deiz ar sabbat c’houéac’h oan dinam hag eunn tourz dinam.

5Ha kennig eunn éfi évid ann tourz; ar pez a gennigô hé zourn évid ann ein, hag eunn hin éô1 évit péb éfi.

6Hag enn deiz ken̄ta eûz ar mîz eul leûé eûz ann tropel hag hén̄ dinam, ha c’houéac’h oan, ha c’houéac’h tourz, a vézô ivé dinam.

7Hag hen̄ a rôi é kennig eunn éfi évid al leûé, hag eunn éfi évid ann tourz; hag évid ann ein ar péz a gavô hé zourn; hag eunn hin éôl évit péb éfi.

8P’az ai ar prin̄s ébarz, éz ai dré hen̄t porched ann ôr, ha dré ann hévéleb hen̄t éz ai er-méaz.

9Ha p’az ai pobl ar vrô dirâg ann Aotrou enn deisiou lîd, ann hini a vézô éat ébarz dré zôr ann han̄ter-nôz évid azeûli, a iélô er-méaz dré zôr ar c’hrésteiz; hag ann hini a vézô éat ébarz dré zôr ar c’hrésteiz, a iélô er-méaz dré zôr ann han̄ter-nôz; na zistrôi két dré hen̄t ann ôr dré béhini é vézô éat ébarz; hôgen mon̄d a rai er-méaz dré ann hini a zô énep d’ézhi.

10Hôgen ar prin̄s ô véza enn hô zouez, a iélô ébarz gan̄d ar ré a iélô ébarz, hag a iélô er-méaz gan̄d ar ré a iélô er-méaz.

11Enn deisiou marc’had hag er gouéliou-brâz, é vézô kenniget eunn efi évid eul leûé, hag eunn efi évid eunn tourz; hag évid ann ein ar péz a vézô kavet dindân ann dourn; hag eunn hin éôl évit péb éfi.

12Hôgen pa gennigô ar prin̄s a-ioul d’ann Aotrou eur sakrifiz-losk, pé eur sakrifiz a béoc’h, é vézô digoret d’ézhan̄ ann ôr a zell oud ar sâv-héol; hag hén̄ a gennigô hé sakrifiz-losk hag hé sakrifiz a béoc’h, ével ma eo boazet da ôber é deiz ar sabbat; hag hen̄ a iélô er-méaz; hag é vézô serret ann ôr goudé ma vézô éat er-méaz.

13Hag hen̄ a gennigô bemdez é sakrifiz-losk d’ann Aotrou eunn oan bloaz, hag hen̄ dinam; ha diouc’h ar min̄tin her c’hennigô bépréd.

14Hag hen̄ a gennigô péb min̄tin é sakrifiz évid ann oan-ze ar c’houec’hved lôden eûz a eunn éfi, hag ann drédé lôden eûz a eunn hin éôl, évid hé meski gan̄d ar bleûd: eur sakrifiz eo a dlé béza kenniget d’ann Aotrou hervez al lézen, bemdez ha da-vikenn.

15Kenniga a rai éta ann oan, hag ar sakrifiz, hag ann éôl péb min̄tin; hag ar sakrifiz-zé a vézô peûr-baduz.

16Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Ma râ ar prin̄s eur rô bennâg da unan eûz hé vipien, ar rô-zé a vézô da zigwéz d’ézhan̄ ha d’hé vipien, péré hô dévézô anézhan̄ é kers dré zigwéz.

17Hôgen mar gra eul legad eûz hé vadou da unan eûz hé zervichérien, é vézô d’ézhan̄ bété bloaz ann distol; ha neûzé é tistrôi d’ar prin̄s, hag hé zigwez a zeûi d’hé vipien.

18Hag ar prin̄s na gémérô nétrâ eûz a zigwéz ar bobl dré rédi, nag eûz hé vadou; hôgen eûz hé vadou hé-unan é rôi eunn digwéz d’hé vipien; évit na vézô két kaset kuît va fobl pép-hini er-méaz eûz hé vadou.

19Hag hén̄ a lékéaz ac’hanoun da von̄d ébarz dré eunn hen̄t a oa a gostez ann ôr, é kamprou ar san̄tuar, ma édô ar véléien, hag a zellé oud ann han̄ter-nôz; hag énô éz oa eul léac’h trôet war-zû ar c’hûs-héol.

20Hag hén̄ a lavaraz d’in: Hé-man̄ eo al léac’h é péhini é poaz ar véléien ar péz a zô kenniget évid ar péc’hed, hag évid ar gwall, é péhini é poazon̄t ar boéd-kennig, évit n’hen dougin̄t két el leûren a-ziavéaz, ha na vézô két san̄télet ar bobl gan̄t-han̄.

21Hag hen̄ a gasaz ac’hanoun er-méaz el leûren a-ziavéaz, hag a réaz d’in mon̄t é pévar c’horn al leûren; ha chétu éz oa eul leûrennik é pép korn al leûren.

22Hôgen ar béder leûrennik-zé savet é pévar c’horn al leûren, hô dôa daou-ugen̄t ilinad a héd, ha trégon̄t a léd; hag eûz a eur ven̄t é oan̄t hô féder.

23Hag eur vôger a ioa enn-drô da bép-hini eûz ar béder leûrennik-zé; hag ar c’héginou a oa gréat dindân ar pon̄dalésiou trô-war-drô.

24Hag hén̄ a lavaraz d’in: Aman̄ éma tî ar c’héginou, é péhini servichérien tî ann Aotrou a lakai da boaza viktimou ar bobl. ———— XLVII. PENNAD Harzou douar Israel.

← Levr Yehezkel 45Read In The App, Free →Levr Yehezkel 47 →

Study Levr Yehezkel 46

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748