Levr Yehezkel 47:8
Hag hen̄ a lavaraz din: Ann douréier-zé péré a zeû er-méaz war verniou tréaz étrézég ar sâv-héol, hag a ziskenn é kompézen ann distrô, a iélô ébarz ar môr, hag a zeûiô er-méaz, hag ann douréier a vézô iac’héet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
7Ha pa oenn distrôet, é wéliz eul lôd brâz a wéz war ribl ar froud a bép tû.
Cross References
Joshua 3:16Ann doureier a zeûé a-ûz a arzaôaz enn eul léac’h, hag oc’h en em zével é doaré eur ménez, é wéled anézhô a bell, adaleg ar géar a c’halveur Adom, bétég al léac’h hanvet Sartan: hôgen ann doureier a oa a-îz a ziskennaz é môr ann distrô (a c’halveur bréma ar môr Marô), ha na choumaz banné anézhô.
Isaiah 11:6Ar bleiz a choumô gan̄d ann oan: al léonpard a c’hourvézô gan̄d ar menn-gavr: al leûé, al léon hag ann dan̄vad a choumô kévret, hag eur bugélik hô bléniô.
Isaiah 35:7Chétu mé a gasô war-n-ézhan̄ eur c’houéz, hag hén̄ a glevô eur c’hélou, hag a zistrôi d’hé vrô; ha mé hé lakai da vervel gan̄d ar c’hlézé enn hé vrô.
Isaiah 43:20En em strollit, ha deûit, ha tôstait kévret, c’houi péré a zô bét savétéet é-touez ar brôadou; diwiziek eo ar ré péré a zâv hô c’hizelladur koat, hag a béd eunn doué ha na hell két hô savétéi.
Isaiah 49:9Sâv, sâv, kémer da ners, bréac’h ann Aotrou; sâv ével enn deisiou kôz, ével é penn ar béd. Ha né két té éc’h eûz skoet gan̄d ann dén rôk, hag éc’h euz glazet ann aérouan̄t?