Levr Yehezkel 47
1Hag hén̄ a lékéaz ac’hanoun da zistrei oud dôr ann tî; ha chétu dour a zeûé er-méaz eûz a zindân treûzou ann ôr war-zû ar sâv-héol: râk tal ann tî a zellé oud ar sâv-héol; hôgen ann douréier a ziskenné eûz ann tû déou eûz ann templ, étrézeg ar c’hrésteiz eûz ann aoter.
2Hag hen̄ a gasaz ac’hanoun dré hen̄t dôr ann han̄ter-nôz, hag a lékéaz ac’hanoun da drei dré ann hen̄t a-ziavéaz eûz ann ôr, dré ann hen̄t a zellé oud ar sav-héol; ha chétu é tarzé ann douréier eûz ann tû déou.
3Hag ann dén a zeûé eûz ar sâv-héôl, en dôa enn hé zourn eur gordennik, hag a ven̄taz eunn héd a vîl ilinad; hag hén̄ a gasaz ac’hanoun a-dreûz d’ann dour bétég ann ufern.
4Hag hén̄ a ven̄taz c’hoaz eunn héd a vil ilinad, hag a gasaz ac’hanoun a-dreûz d’ann dour bétég ann daoulin.
5Hag hen̄ a ven̄taz c’hoaz eunn héd a vîl ilinad, hag a gasaz ac’hanoun a dreûz d’ann dour bétég ann digroazel. Hag hen̄ a ven̄taz c’hoaz eunn héd a vîl ilinad, ha chétu eur froud, ha na helliz két da dreûzi, ô véza ma oa c’houézet ann doureier, ha ma oa kresket ar froud, ha na hellet két hé zreûzi.
6Hag hén̄ a lavaraz d’in: Gwélet mâd éc’h eûz, mâb dén. Hag hén̄ a dennaz ac’hanoun hag am c’hasaz da ribl ar froud.
7Ha pa oenn distrôet, é wéliz eul lôd brâz a wéz war ribl ar froud a bép tû.
8Hag hen̄ a lavaraz din: Ann douréier-zé péré a zeû er-méaz war verniou tréaz étrézég ar sâv-héol, hag a ziskenn é kompézen ann distrô, a iélô ébarz ar môr, hag a zeûiô er-méaz, hag ann douréier a vézô iac’héet.
9Ha kémen̄t loen béô a stlej, a vévô, é pé léac’h-bennâg ma teûi ar froud; hag eul lôd brâz a bésked a vézô goudé ma vézô deûet énô ann douréier-zé, ha kémen̄d hini étrézé péhini é teûi ar froud, a vézô iac’héet hag a vévô.
10Ar béskétérien en em zalc’hô war-n-ézhô; adaleg Engaddi bétég Engallim é vézô lékéat rouéjou da zec’ha: meûr a zeûrd pésked a vézô, ével pésked ar môr brâz, hag eul lôd brâz a vézô anézhô.
11Hôgen war hé aod hag el lagennou na vézô két iac’héet ann douréier, râk da c’hoalen é vézin̄t rôet.
12Ha war aotou ar froud a bép tû é savô a bép seurd gwéz frouézek. Na gouézô két hô déliou, ha na ziouérin̄t két a frouez; pép mîz é tougin̄t frouez névez, ô véza ma teû hé douréier eûz ar san̄tuar; hag hé frouez da voéd, hag hé déliou da louzou.
13Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Aman̄ éma ann harzou hervez péré é rannot ann douar étré ann daouzék breuriez eûz a Israel; râk Jozef en deûz diou lôden.
14Hôgen c’houi a biaouô anézhan̄ enn eunn doaré kévatal, kémen̄d ann eil hag égilé; ann douar-zé em eûz touet hé rôjenn d’hô tadou; hag ann douar-zé a gouézô d’é-hoc’h é digwéz.
15Hôgen chétu aman̄ harzou ann douar: war-zû ann han̄ter-nôz, adaleg ar môr braz, ô ton̄d dré Hétalon da Zédada,
16Da Emat, da Vérota, da Zabarim, péhini a zô étré harzou Damas hag harzou Émat, da dî Tic’hon, péhini a zô war harzou Auran.
17Hé harzou a vézô adaleg ar môr bété leûren Énon, harzou Damas, hag eûz a eunn tû eûz ann han̄ter-nôz bétég ann tû all eûz ann han̄ter-nôz; harzou Émat tû ann han̄ter-nôz.
18Ha tû ar sâv-héol, eûz a greiz Auran, hag eûz a greiz Damas, hag eûz a greiz Galaad, hag eûz a greiz Douar Israel; hag ar Jordan a vézô da harzou war-zû môr ar sâv-héol; men̄ta a réôt ivé tû ar sâv-héol.
19Ha tû ar c’hresteiz, eûz a Damar bété douréier ann Enébiez é Kadez; hag eûz ar froud bétég ar môr brâz; hag hé-man̄ eo tû ar c’hrésteiz.
20Ha tû ar môr, ar môr brâz, adaleg eur penn râg-eunn, bété ma teûeur da Émat; hé man̄ eo tû ar môr.
21Ha c’houi a rannô ann douar-zé étré-z-hoc’h, hervez breuriézou Israel:
22Ha c’houi hé gémérô da zigwéz d’é-hoc’h, ha d’ann diavésidi a zeûi enn hô touez, hag hô dévézô ganet bugalé enn hô kreiz; hag hî a vézô évid-hoc’h ével pa ven̄t ganet er vrô é-touéz bugalé Israel; hô lôd hô dévézô gan-é-hoc’h eûz ann douar é-kreiz breûriézou Israel.
23E pé breûriez-bennâg é vézô eunn diavésiad, énô é rôod d’ézhan̄ hé lôd, émé ann Aotrou Doué. ———— XLVIII. PENNAD Rann douar Israel étré ann daouzék breûriez.