Levr Yehezkel 5:8
Râk-sé ével henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a zeûi étrézeg enn-od, hag a rai va-unan va barnédigézou enn da greiz dirâg ar brôadou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Jeremiah 21:13Gwâ ann hini a zâv hé dî gan̄d direizded, hag hé gamprou gan̄t gwall; hag a vâc’h hé viñoun héb abek, ha na zistol két d’ézhan̄ hé c’hôbr.
Jeremiah 24:9Chétu mé a gasô, hag a gémérô holl vrôadou ann han̄ter-nôz, émé ann Aotrou, ha Nabukodonosor, roué Babilon, va zervicher; ha mé hô digasô a-éneb ann douar-man̄, hag a-eneb ar ré a choum enn-hañ, hag a-éneb ann holl vrôadou a zô war hé drô; ha mé hô lazô, hag hô lakai da spoun̄t, ha da zorc’hen, ha da eunn distrô peur-baduz.
Lamentations 2:5Ann Aotrou a zô deûet ével eunn énébour: diskaret en deûz Israel, diskaret en deûz hé vuriou: dispennet en deûz hé gréou; ha leûniet en deûz a vuelded ar oazed hag ar merc’hed é Juda. VAV.
Lamentations 3:3Trôet ha distrôet en deûz hé zourn war-n-oun héd ann deiz. BETH.