The Bible Software
Levr Yehezkel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehezkel 5

1Ha té, mâb dén, kémer gan-éz eunn aoten lemm, évit touza ar bléô: kémer-hi, ha kâs-hi war da benn ha war da vara; kémer ivé eur poéz hag eur valan̄s évid hô ranna.

2Eunn drédéren a loski enn tân é-kreiz kéar, kén na vézô sévénet deisiou ar sich; eunn drédéren a géméri, hag a drouc’hi gan̄d ann aoten trô-war-drô kéar; ann drédéren all a daoli oud ann avel, ha mé a iélô war hô lerc’h gan̄d eur c’hlézé noaz.

3Hag eûz ar ré-zé é kéméri eunn niver bihan, hag é éréi anézhô war véven da van̄tel.

4Eûz ar ré-zé é kéméri adarré, hag é taoli anézhô é kreiz ann tân, hag é loski anézhô enn tân; hag ac’hanô é savô tân war holl di Israel.

5Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Houn-nez eo ar Jéruzalem, em bôa lekéat é-kreiz ar brôadou, hag hô douarou war hé zrô.

6Hag hî é deûz disprizet va barnédigézou, hag a zô deûet fallagroc’h égéd ar brôadou; torret é deûz va c’hélennou, gwasoc’h égéd ar brôiou war hé zrô: râk distaolet hô deûz va barnédigézou, ha n’hô deûz két baléet em c’hélennou.

7Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: O véza ma oc’h éat é drougiez dreist ar brôadou a zô war hô trô, ô véza n’hoc’h eûz két baléet em c’hélennou, ha n’hoc’h eûz két gréat va barnédigézou, ha n’hoc’h eûz két gréat hervez barnédigézou ar brôadou a zô war hô trô;

8Râk-sé ével henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a zeûi étrézeg enn-od, hag a rai va-unan va barnédigézou enn da greiz dirâg ar brôadou.

9Ha mé a rai enn-od ar pez n’em eûz gréat biskoaz, ha na rinn bikenn mui enn doaré-zé, enn abek d’as holl fallagriézou.

10Dré-zé ann tadou a zebrô hô bugalé enn da douez, hag ar vugalé a zebrô hô zadou; ha mé a rai va barnédigézou enn-od, hag a skiñô da zilerc’hiou é péb avel.

11Râk-sé ével-ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué: ô véza ma éc’h eûz saotret va san̄tuar gan̄d da holl wallou, ha gan̄d da holl fallagriézou; mé ivé az brévô; va lagad na espernô két ac’hanod, ha n’am bézô két a druez ouz-id.

12Eunn drédéren ac’hanod a varvô gan̄d ar vosen, hag a vézô bévézet gan̄d ann naoun enn da greiz; eunn drédéren all a gouézô dindân ar c’hlézé enn-drô d’id; ann drédéren all a skiñinn é péb avel, hag é tenninn ar c’hlézé war hô lerc’h.

13Ha mé a leûniô va frouden, hag a lakai va buanégez da arzaôi war-n-ézhô, hag é vézinn dizoaniet; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, hag em eûz komzet em oaz, p’am bezô leûniet va buanégez out-hô.

14Ha mé az lakai da eunn distrô, ha da vézégez d’ann holl vrôadou a zô enn-drô d’id, dirâk kémen̄d hini a iélô ébiou.

15Hag é teûi da vézégez, ha da valloz, da skouér, ha da spoun̄t évid ar brôadou a zô enn-drô d’id, p’am bézô gréat va barnédigéiou war-n-od em frouden, em buanégez, hag eun drouk brâz a zavô enn-oun.

16Mé eo ann Aotrou em eûz komzet: Pa gasinn war-n-ezhô gwall zaesiou ann naounégez, péré a vezô marvel, hag a gasinn évid hô tispenna; pa strollinn ann naounégez war-n-hoc’h, hag é torrinn bâz ar bara enn hô touez;

17Pa gasinn war-n-hoc’h ann naounégez, hag al loéned ar ré grisa évid hô lakaad da vervel; pa dréménô ar vosen hag ar goad dré-z-od, hag é kasinn ar c’hléze war-n-od; mé eo ann Aotrou em eûz komzet. ———— VI. PENNAD Disman̄tr Jéruzalem gan̄d ar c’hlézé, ann naounégez hag ar vosen.

← Levr Yehezkel 4Read In The App, Free →Levr Yehezkel 6 →

Study Levr Yehezkel 5

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748