Levr Yehezkel 6:8
Lôd ac’hanoc’h a virinn eûz ar ré a vézô bét tec’het diouc’h klézé ar brôadou, p’am bezô hô skiñet dré ar brôiou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
7Hag eul lazérez tud a vézô enn hô touez; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.
Cross References
Nehemiah 1:8Az péz koun eûz ar gér éc’h eûz rôet da Voizez da zervicher, ô lavarout: Pa hô pézô torret va lézen, mé hô skiñô é-mesk ar boblou:
Isaiah 27:7Al lôd brâz a boblou péré a vézô savet oud Ariel, péré hô dévézô brézélékéet out-hi, hô dévézô hé grounnet, hag hô dévézô hé zrec’het, a vézô ével eunn huvré hag eur wélédigez-nôz.
Jeremiah 44:14Embannit enn Éjipt, ha rôit da glévoud é Magdalo, ha likiid da skiltra é Memfis hag é Talfnis, ha livirit: Sâv, hag en em aoz; râg ar c’hlézé en deûz loun̄ket ar péz a oa enn-drô d’id.
Jeremiah 46:28Kuitait ar c’hériou, ha choumit é-touez ar réc’hier, tûd Moab; ha bézit ével ar goulm a râ hé neiz enn toullou ar ré uc’héla.
Ezekiel 5:12Eunn drédéren ac’hanod a varvô gan̄d ar vosen, hag a vézô bévézet gan̄d ann naoun enn da greiz; eunn drédéren all a gouézô dindân ar c’hlézé enn-drô d’id; ann drédéren all a skiñinn é péb avel, hag é tenninn ar c’hlézé war hô lerc’h.
Ezekiel 12:16Miroud a rinn eul lôd bihan anézhô diouc’h ar c’hlézé, diouc’h ann naounégez ha diouc’h ar vosen; évit ma tanévellin̄t hô holl wallou d’ar brôadou é-touez péré éz ain̄t; ha ma wézin̄t pénaoz eo mé ann Aotrou.