The Bible Software
Levr Yehezkel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehezkel 6

1Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:

2Mab dén, trô da zaoulagad étrézé ménésiou Israel, ha diougan diwar hô fenn,

3Ha lavar: Ménésiou Israel, sélaouit gér ann Aotrou Doué: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué d’ar ménésiou, ha d’ar c’hrec’hiennou, ha d’ar rec’hier, ha d’ann traon̄iennou: Chétu é tigasinn ar c’hlézé war-n-hoc’h, hag é tispenninn hô lec’hiou-uc’hel.

4Diskara a rinn hoc’h aoteriou, hag é vrévinn hô skeûdennou; ha mé hô lakai da gouéza marô dirâg hoc’h idolou.

5Léda a rinn korfou marô bugalé Israel dirâg hô skeûdennou; hag é skiñinn hoc’h eskern enn-drô d’hoc’h aoteriou.

6Enn holl vrôiou é péré é choumit, ar c’hériou a vézô didûd, al lec’hiou-uc’hel a vézô freûzet ha diskaret; hoc’h aotériou a gouézô hag a vézô brévet; hoc’h idolou a éhanô da véza azeûlet, hô templou a vézô diskaret, hag hoc’h ôbériou a vézô kaset-da-gét.

7Hag eul lazérez tud a vézô enn hô touez; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.

8Lôd ac’hanoc’h a virinn eûz ar ré a vézô bét tec’het diouc’h klézé ar brôadou, p’am bezô hô skiñet dré ar brôiou.

9Hag ar ré ac’hanoc’h a vézô bét dieûbet, hô dévézô koun ac’hanoun é-touez ar brôadou gan̄t péré é vézin̄t bét kaset é sklavérez; ô véza ma van̄trinn hô c’haloun gadal a oa pelléet diouz-in; hag hô daoulagad a oa en em zaotret gan̄t hô idolou; hag hî en em zihétô hô-unan enn abek d’ann droug hô dévézô gréat enn hô holl fallagriézou.

10Hag hi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, ha pénaoz n’em eûz két lavaret enn-aner é rajenn ann drouk-zé.

11Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Skô war da zourn, ha skô gan̄d da droad, ha lavar: Gwâ ann holl fallagriézou, hag ann holl wallou eûz a dî Israel, râg hî a vézô diskaret gan̄d ar c’hlézé, gan̄d ann naounégez, ha gan̄d ar vosen.

12Ann hini a zô pell, a varvô gan̄d ar vosen: ann hini a zô tôst, a vézô skôet gan̄d ar c’hlézé; hag ann hini a vézô choumet, hag a vézô strôbet, a varvô gan̄d ann naonn; ha mé a walc’hô va frouden war-n-ézhô.

13Ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, pa vézô korfou hô tûd lazet é-kreiz hoc’h idolou, enn-drô d’hoc’h aoteriou, war bép kréc’hien uc’hel, war lein ann holl vénésiou, dindân pép gwézen hîr, dindân pép derven bodek, el lec’hiou a béré é savé ann ézañs a zeven̄t dirâg hô holl idolou.

14Ha mé a astennô va dourn war-n-ézhô; hag é likiinn ann douar da véza gwastet ha dilézet, adalek distrô Déblata, el lec’hiou holl é péré é choumen̄t; hag hi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou. ———— VII. PENNAD Diwar-benn disman̄tr douar Israel.

← Levr Yehezkel 5Read In The App, Free →Levr Yehezkel 7 →

Study Levr Yehezkel 6

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748