Levr Yehezkel 7:27
Ar roué a skuḻô daérou, hag ar prin̄s a vézô glac’haret-brâz, ha daouarn pobl ann douar a grénô. Hervez hô hen̄chou é rinn d’ézhô, hag hervez hô barniou é varninn anézhô; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou. ———— VIII. PENNAD Ézékiel a wél é spéred ann argarzidigézou a réeur é templ Jéruzalem.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 9:16Ann Aotrou a vézô anavézet diouc’h ar varn a rai; ar péc’her a zô bét paket é labouriou hé zaouarn.
Ezekiel 7:4Va lagad na espernô két ac’hanod, ha n’am bézô két a druez; hôgen lakaad a rinn da hen̄chou war-n-od, ha da fallagriézou a vézô enn da greiz; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.
Ezekiel 12:10Lavar d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Ar béac’h-man̄ a gouézô war ar prin̄s a zô é Jéruzalem; ha war holl di Israel a zô enn hô c’hreiz.
Ezekiel 17:15Hé-man̄ ô sével a-énep d’ézhan̄ a gasaz kannaded da roué ann Éjipt, évit ma rôjé d’ézhan̄ kézek, ha kalz a dûd. Hag hén̄ a zeûi da vâd? Néb en deûz gréat enn doaré-zé, hag hén̄ a vézô dieûbet? Néb en deûz torret ar gévrédigez, hag hén̄ a hellô tec’hout?
Ezekiel 21:25Hôgen té, den hép doujans, prin̄s fallagr a Israel, chétu ann deiz a oa merket évit kastiza da fallagriez.