The Bible Software
Levr Yehezkel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehezkel 7

1Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:

2Ha té, mâb dén, ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué douar Israel: Ann divez a zeû, don̄d a râ ann divez war bévar c’horn ann douar.

3Bréma eo deûet da zivez, hag é kasinn va frouden war-n-od; hag é varninn ac’hanod hervez da hen̄chou; hag é likiinn da gouéza war-n-od da holl fallagriézou.

4Va lagad na espernô két ac’hanod, ha n’am bézô két a druez; hôgen lakaad a rinn da hen̄chou war-n-od, ha da fallagriézou a vézô enn da greiz; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.

5Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Eur c’hlac’har a zeû, chétu é teû eur c’hlac’har.

6Ann divez a zeû, don̄d a râ ann divez; beḻa a râ ouz-id; chétu é teû.

7Ann disman̄tr a zeû war-n-od, té péhini a choum war ann douar; ann amzer a zeû, tôst éma deiz al lazérez, ha nann gloar ar ménésiou.

8Bréma é skuḻinn a dôst va buanégez war-n-od, hag é walc’hinn va frouden ouz-id; da varna a rinn hervez da hen̄chou, hag é likiinn da boéza war-n-od da holl wallou.

9Va lagad na espernô két, ha n’am bézô két a druez; hôgen lakaad a rinn da hen̄chou war-n-od, ha da fallagriézou a vézô enn da greiz; ha c’houi a wézô pénaoz eo me ann Aotrou, mé péhini a skô.

10Chétu ann deiz, chétu eo deûet; kouézet eo ann disman̄tr; bleûn̄eet eo ar walen, diwanet eo ar rogen̄tez.

11Ann drougiez a zô savet war walen ar fallagriez; na zeûi két anézhô, nag eûz ar bobl, nag eûz hô zrouz; ha n’hô dévézô két a éhan.

12Deûet eo ann amzer, tôstaad a râ ann deiz; néb a brén, n’en em laouénaet két; ha néb a werz, n’en em c’hlac’haret két; râk savet eo ar vuanégez war hé holl bobl.

13Râg ann hini a werz na zistrôiô két d’ar péz a werz, ha pa ven̄t c’hoaz béô; râg ar wélédigez diwar-benn ann dûd holl na zistrôiô két war hé c’hîz; hag ann dén na grévai két é fallagriez hé vuez.

14Sonit gan̄d ar c’horn-boud, r’en em aozô ann holl, hôgen n’az ai hini d’ann emgann: râk va buanégez a zô savet war ar bobl holl.

15Ar c’hlézé enn diavéaz; ar vosen hag ann naounégez enn diabarz; néb a vézô er park, a varvô gan̄d ar c’hlézé; ha néb a vézô é kéar, a vézô bévézet gan̄d ar vosen ha gan̄d ann naounégez.

16Ar ré anézhô a déc’hô a vézô dieûbet; hag hî a vézô war ar ménésiou ével koulmed ann traon̄iennou, bépréd ô kréna er gwél eûz hô fallagriez.

17Daouarn ann holl a zeûi da véza laosk, hag ann dour a rédô hed-da-hed daoulin ann holl (M).

18Saéou-reûn a wiskin̄t, hag é vézin̄t gôlôet a spoun̄t; ar véz a vézô war bép dremm, ha moal é vézô penn ann holl.

19Hô arc’han̄t a vézô taolet er-méaz, hag hô aour a vézô ével teil. Hô arc’han̄t nag hô aour na hellin̄t két hô dieûbi é deiz frouden ann Aotrou: na walc’hin̄t két ho éné, ha na leûñin̄t két hô c’hôv; ô véza ma in̄t da wall-skouér gan̄d hô fallagriez.

20Braven̄tez hô c’helc’hennou hô deûz lékéat évit maga hô balc’hder, hag hô deûz gréat gan̄t-hô skeûdennou hô argarzidigézou hag hô idolou: dré-zé hé rôinn d’ézhô ével eunn dra dic’hlan;

21Hé rei a rinn da breiz étré daouarn ann diavésidi, ha da skrap d’ar ré fallagr eûz ann douar, hag hî hé zaotrô.

22Distrei a rinn va daoulagad diout-hô, hag hî a wallô va zan̄tuar: skrapérien a iélô enn-han̄, hag hî hé zaotrô.

23Laka eunn divez; râk leûn eo ann douar a varniou goaduz, hag ar géar leûn a fallagriez.

24Digas a rinn ar ré falla eûz ar brôadou, hag hî a gémérô hô ziez; lakaad a rinn da éhana balc’hder ar ré c’halloudek hag hô san̄tuarou a vézô skrapet.

25Pa zeûi ann en̄krez, é klaskin̄t ar péoc’h, ha n’her c’havin̄t két.

26Reûz war reûz a zeûi, ha kélou war gélou; klask a rain̄t gwélédigez digan̄d eur profed; al lézen a iélô-da-nétra er bélek, hag ar c’huzul enn hénaoured.

27Ar roué a skuḻô daérou, hag ar prin̄s a vézô glac’haret-brâz, ha daouarn pobl ann douar a grénô. Hervez hô hen̄chou é rinn d’ézhô, hag hervez hô barniou é varninn anézhô; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou. ———— VIII. PENNAD Ézékiel a wél é spéred ann argarzidigézou a réeur é templ Jéruzalem.

← Levr Yehezkel 6Read In The App, Free →Levr Yehezkel 8 →

Study Levr Yehezkel 7

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748