Levr Ezra 1:3
Piou ac’hanoc’h a zô eûz he bobl? Ra vézô he Zoué gan̄t-han̄. Ra biñô é Jéruzalem, a zô er Judéa, ha ra zavô a-névez tî ann Aotrou, Doué Israel, péhini eo Doué a zô é Jéruzalem.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Chronicles 28:20David a lavaraz c’hoaz da Zalomon, hé vâb: Kalounéka, hag en em gréva, ha labour: n’az péz ked a aoun, ha na spoun̄t két: râg ann Aotrou va Doué a vézô gan-éz, ha n’az distolô két, ha n’az dilezô két, kén n’az pézô peûr-c’hréat holl labour servich ti ann Aotrou.
Ezra 5:13Hogen ar bloavez ken̄ta eûz a rén Sirus, roué Babilon, ar roué Sirus a rôaz eur gourc’hémenn évit ann tî Doué-man̄.
Psalms 83:18Ha ra anavézin̄t pénaoz eo ann Aotrou da hanô, ha pénaoz n’eûz néméd-od a Uc’hel-meûrbéd enn douar holl. ———— LXXXIII. PSALM. Évid ann divez, évid ar gwaskellou, Psalm évit mipien Koré.
Jeremiah 10:10Distrôet in̄t da fallagriézou ken̄t hô zadou, péré né két bét fellet d’ézhô sélaoui va gériou. Ar ré-man̄ ivé a zô éat war-lerc’h douéed a-ziavéaz, hag hô deûz hô azeûlet; tî Israel ha tî Juda hô deûz torret ar gévrédigez em bôa gréat gan̄d hô zadou.