The Bible Software
Levr Ezra · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Ezra 1

1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 538-549) ◄ Ar Paralipoménon. Eil Levr Esdras. Levr ken̄ta Levr Néhémias. Ann eil eûz a Esdras ► ESDRAS. LEVR KENTA. ———— I. PENNAD. Sirus a lez ar Iuzevien da zistrei da Jéruzalem ha da zével ann templ a-névez. 1 Er bloavez ken̄ta eûz a Zirus, roué ar Bersied, évit séveni ar gér en dôa rôet dré c’hénou Jérémias, é lékéaz ann Aotrou spéred roué ar Bersied da zével, ha da embanna enn hé rouan̄télez holl, ô lavarout:

2Ével-henn é lavar Sirus, roué ar Bersied: Ann Aotrou, Doué ann én̄v, en deûz roet d’in holl rouan̄télésiou ann douar; hag hen̄ en deûz gourc’hémennet d’in ma zavchenn eunn tî d’ézhan̄ é Jéruzalem, a zô er Judéa.

3Piou ac’hanoc’h a zô eûz he bobl? Ra vézô he Zoué gan̄t-han̄. Ra biñô é Jéruzalem, a zô er Judéa, ha ra zavô a-névez tî ann Aotrou, Doué Israel, péhini eo Doué a zô é Jéruzalem.

4Hag ann dûd all, é pé léac’h-bennâg ma choumon̄t, râ gen-nerzin̄t anézhan̄ eûz al léac’h é péhini en em gavon̄t, hag enn arc’han̄t, hag enn aour, hag eun danvez, hag el loéned; hép niveri ar péz a gennigon̄t a ioul vâd é templ Doué a zô é Jéruzalem.

5Neûze prin̄sed tiadou Juda ha Ben̄jamin a zavaz hag ivé ar véleien, hag al Lévited, ha kemen̄d hini a oé ken̄traouet hé spéred gan̄d Doué, évit piña da zével templ ann Aotrou a oa é Jéruzalem

6Hag ar ré holl a oa war drô, a gen-nerzaz anézhô é listri arc’han̄t hag aour, é danvez, hag é loéned, hag é arrébeûri, hép nivéri ar péz a oa kenniget a ioul vâd.

7Ar roué Sirus a zistolaz ivé d’ézhô listri templ ann Aotrou en dôa digaset Nabukodonosor eûz a Jéruzalem, hag en dôa lékéat é templ hé Zoué.

8Sirus, roué ar Bersied, hô c’hasaz dré zourn Mitridates, mâb Gazabar, péhini hô rôaz dré niver da Zasabazar, prin̄s Juda.

9Ha chétu aman̄ ann niver anézhô: trégon̄t plad aour, mil plad arc’han̄t, naô c’houn̄tel war-n-ugen̄t, trégon̄t kôp aour,

10Pévar c’han̄t kôp arc’han̄t ha dék, eûz a eunn ézomm all distéroc’h, ha mil léstr all.

11Eûz a listri aour hag arc’han̄t éz oa pemp mil ha pévar c’han̄t. Sasabazar hô c’hasaz holl gan̄t-han̄, gan̄d ar ré a zistrôaz da Jéruzalem goudé dizougadur Babilon. ———— II. PENNAD. Niver ann dûd a zistrôaz eûz a Vabilon d’ar Judéa.

← Levrioù an Danevelloù 36Read In The App, Free →Levr Ezra 2 →

Study Levr Ezra 1

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910