Levr Ezra 1:5
Neûze prin̄sed tiadou Juda ha Ben̄jamin a zavaz hag ivé ar véleien, hag al Lévited, ha kemen̄d hini a oé ken̄traouet hé spéred gan̄d Doué, évit piña da zével templ ann Aotrou a oa é Jéruzalem
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 1:1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 538-549) ◄ Ar Paralipoménon. Eil Levr Esdras. Levr ken̄ta Levr Néhémias. Ann eil eûz a Esdras ► ESDRAS. LEVR KENTA. ———— I. PENNAD. Sirus a lez ar Iuzevien da zistrei da Jéruzalem ha da zével ann templ a-névez. 1 Er bloavez ken̄ta eûz a Zirus, roué ar Bersied, évit séveni ar gér en dôa rôet dré c’hénou Jérémias, é lékéaz ann Aotrou spéred roué ar Bersied da zével, ha da embanna enn hé rouan̄télez holl, ô lavarout:
Proverbs 16:1D’ann dén eo aoza hé éné; ha d’ann Aotrou réna hé déôd.
James 1:16Na faziit kéd éta, va breûdeûr kér.