Levr Ezra 1:6
Hag ar ré holl a oa war drô, a gen-nerzaz anézhô é listri arc’han̄t hag aour, é danvez, hag é loéned, hag é arrébeûri, hép nivéri ar péz a oa kenniget a ioul vâd.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Chronicles 29:9Hag ar bobl en em laouénaaz ô wéstla kémen̄t-sé anézhô hô-unan; râg a galoun vâd hô c’hennigen̄t d’ann Aotrou; hôgen ar roué David en em laouénéé gan̄d eul lévénez vrâz.
Ezra 7:15Hag évit kâs ann arc’han̄t hag ann aour a gennig ar roué hag hé guzuḻerien a galoun vâd da Zoué Israel, péhini en deûz lékéat hé dabernakl é Jéruzalem.
Ezra 8:25Ha mé a boézaz dira-z-hô ann arc’han̄t, hag ann aour, hag al listri sakr eûz a dî hon Doué, a oa bét kenniget gan̄d ar roué, hag hé guzulierien, hag hé brin̄sed, hag ar ré holl eûz a Israel en em gavaz énô.
Psalms 106:46Hag é skuḻaz war-n-ézhô hé drugarézou dirâg ar ré holl hô dôa hô lékéat é sklavérez.