Levr Ezra 1:8
Sirus, roué ar Bersied, hô c’hasaz dré zourn Mitridates, mâb Gazabar, péhini hô rôaz dré niver da Zasabazar, prin̄s Juda.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 1:11Eûz a listri aour hag arc’han̄t éz oa pemp mil ha pévar c’han̄t. Sasabazar hô c’hasaz holl gan̄t-han̄, gan̄d ar ré a zistrôaz da Jéruzalem goudé dizougadur Babilon. ———— II. PENNAD. Niver ann dûd a zistrôaz eûz a Vabilon d’ar Judéa.
Ezra 5:2Neûze Zorobabel, mâb Salatiel, ha Josué, mâb Josédez, a zavaz hag a zéraouaz da zével templ Doué é Jéruzalem, ha proféded Doue a oa gan̄t-hô hag hô c’hen-nerzé.
Ezra 5:16Neûzé Sassabazar a zeûaz, hag a lékéaz diazez ann templ é Jéruzalem: hag abaoé neûzé bété vréma é m’eur oc’h hé zével, ha né két c’hoaz peûr-c’hréat.
Haggai 1:14Hag ann Aotrou a lékéaz da zével spéred Zorobabel mâb Salatiel, dûk Juda, ha spéred Jésus mâb Josédek ar bélek-brâz, ha spéred holl zilerc’h ar bobl: hag hî a zeûaz, hag en em lékéaz da laboura é tî Aotrou ann arméou hô Doué. ———— II. PENNAD Diougan é-kén̄ver donédigez ar Messias.