Levr Hagai 1:14
Hag ann Aotrou a lékéaz da zével spéred Zorobabel mâb Salatiel, dûk Juda, ha spéred Jésus mâb Josédek ar bélek-brâz, ha spéred holl zilerc’h ar bobl: hag hî a zeûaz, hag en em lékéaz da laboura é tî Aotrou ann arméou hô Doué. ———— II. PENNAD Diougan é-kén̄ver donédigez ar Messias.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Chronicles 5:26Ha Doué Israel a lékéaz da zével spéred Ful, roué ann Assiried, ha spéred Telgatfalnasar, roué Assur; hag hé man̄ a lékéaz da gregi é breûriez Ruben, hag é breûriez Gad, hag é han̄ter-vreûriez Manasé, hag é kasaz anézhô da Lahéla, ha da Habor, ha da Ara, é ribl ster Gozan, bété vréman̄. ———— VI. PENNAD. Nésted Lévi.
Ezra 1:1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 538-549) ◄ Ar Paralipoménon. Eil Levr Esdras. Levr ken̄ta Levr Néhémias. Ann eil eûz a Esdras ► ESDRAS. LEVR KENTA. ———— I. PENNAD. Sirus a lez ar Iuzevien da zistrei da Jéruzalem ha da zével ann templ a-névez. 1 Er bloavez ken̄ta eûz a Zirus, roué ar Bersied, évit séveni ar gér en dôa rôet dré c’hénou Jérémias, é lékéaz ann Aotrou spéred roué ar Bersied da zével, ha da embanna enn hé rouan̄télez holl, ô lavarout:
Ezra 5:2Neûze Zorobabel, mâb Salatiel, ha Josué, mâb Josédez, a zavaz hag a zéraouaz da zével templ Doué é Jéruzalem, ha proféded Doue a oa gan̄t-hô hag hô c’hen-nerzé.
Ezra 7:27Benniget ra vézô ann Aotrou, Doué hon tadou, péhini en deûz lékéat kémen̄t-sé é kaloun ar roué, évid énori tî ann Aotrou a zô é Jéruzalem;
Psalms 110:3Gan-éz é vézô ar brin̄sélez é deiz da c’halloud, é skéd va zen̄t; da en̄géhen̄tet em eûz eûz va dargreiz abarz ar wérélaouen.
Haggai 1:12Neûzé Zorobabel mâb Salatiel, ha Jésus mâb Josédek ar bélek-brâz, hag holl zilerc’h ar bobl a glevaz mouéz ann Aotrou hô Doué, ha geriou Aggéus ar profed, en doa ann Aotrou hô Doué kaset étrézég enn-hô: hag ar bobl a oé spoun̄tet dirâg ann Aotrou.