Levr Ezra 10:6
Neûzé Esdras a zavaz eûz a zirâk tî Doué, hag a iéaz da gampr Johanan, mâb Éliasib; ha pa oé éat ébars, na zebraz két a vara, ha na évaz két a zour; râg gwéla a réa péc’hed ar ré a oa deûet eûz ar sklavérez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
7Hag embannet é oé é Juda hag é Jéruzalem, ma en em stroljé é Jéruzalem holl vipien ann dizougadur:
Cross References
Deuteronomy 9:18Na zistrô két da zaoulagad diout-hô, p’az pézô hô c’haset dieûb, dré m’hô deûz da zervichet é-pâd c’houec’h vloaz évit gôbr eur gôpr-dévézour: évit m’as pennigô ann Aotrou da Zoué é kémen̄d a ri.
Ezra 10:1Pa bédé Esdras enn doaré-zé, pa len̄vé, pa wélé, pa oa gourvézet dirâk templ Doué, é teûaz eûz a Israel war hé drô eur strollad brâz a oazed, a verc’hed, hag a vugalé; hag ar bobl a wélé dourek.
Nehemiah 3:20Goudé hé-man̄ é labouraz Barac’h, mâb Zac’hai, war eunn eil rann, adalég ar c’horn, bété dôr tî Eliasib, ar bélek-brâz.
Nehemiah 12:22Al Lévited é deisiou Éliasib, ha Joiada, ha Johanan, ha Jeddoa, hag hanvou pennou ann tiadou hag ar véleien, a oé skrivet é-pad rén Darius, roué ar Bersianed.
Nehemiah 13:28Hôgen unan eûz a vipien Joiada, mâb Éliasib, ar bélek-brâz, a oa da vâp-kaer da Zanaballat ann Horonitad; ha mé her c’hasaz-kuît diouz-in.
Isaiah 22:12Hag hén̄ en deûz lavaret: Gwerc’hez péhini a dlé béza gwallet, merc’h Sidon, na fougéi mui; saô ha kéa dré vôr bété Kétim; ha na gavi két zôkén a éhan énô.