Levr Ezra 10
1Pa bédé Esdras enn doaré-zé, pa len̄vé, pa wélé, pa oa gourvézet dirâk templ Doué, é teûaz eûz a Israel war hé drô eur strollad brâz a oazed, a verc’hed, hag a vugalé; hag ar bobl a wélé dourek.
2Neûzé Séc’hénias, mâb Jéhiel, eûz a vipien Élam, a lavaraz da Esdras: Nî hon eûz torret lézen hon Doué, hag hon eûz keméret gragez é-touez ar boblou a-ziavéaz; bréma, ma éz eûz pinijen enn Israel diwar-benn kémen̄t-ze,
3Gréomp kévrédigez gan̄d ann Aotrou hon Doué; kasomp-kuît ann holl c’hragez-zé, hag ar ré a zô ganet diout-hô, hervez ioul ann Aotrou hag ar ré a zouj kémennou ann Aotrou hon Doué; ha bézet gréat hervez al lézen.
4Sâv; d’id eo da c’hourc’hémenni; ha nî a vézô gan-éz: en em gréva, ha grâ.
5Esdras éta a zavaz, hag a lékéaz holl brin̄sed ar véleien hag al Lévited, hag holl boblou Israel, da doui d’ézhan̄ é rajen̄t diouc’h ar gér-zé. Hag hî a douaz.
6Neûzé Esdras a zavaz eûz a zirâk tî Doué, hag a iéaz da gampr Johanan, mâb Éliasib; ha pa oé éat ébars, na zebraz két a vara, ha na évaz két a zour; râg gwéla a réa péc’hed ar ré a oa deûet eûz ar sklavérez.
7Hag embannet é oé é Juda hag é Jéruzalem, ma en em stroljé é Jéruzalem holl vipien ann dizougadur:
8Ha pénaoz piou-bennâg na vijé két deûet a-benn tri deiz, hervez kuzul ar brin̄sed hag ann hénaoured, a vijé tennet digan̄t-han̄ hé holl drâ, hag é vijé-hén̄ distolet eûz a strollad ar ré a oa deûet eûz ann dizougadur.
9Holl dud Juda ha Ben̄jamin en em strollaz éta é Jéruzalem a-benn tri deiz, enn naved mîz, enn ugen̄tved deiz eûz ar mîz; hag ann holl bobl a azézaz war leûren tî Doué, hag hî ô kréna enn abek d’hô féc’hed, ha d’ar glaô a gouézé.
10Hag Esdras, ar bélek, a zavaz hag a lavaraz d’ézhô: C’houi hoc’h eûz torret al lézen, hag hoc’h eûz kéméret gragez a-ziavéaz, évit gwasaat péc’hed Israel.
11Ha bréma meûlit ann Aotrou, Doué hô tadou, ha grîd ar péz a zô hétuz d’ézhan̄, ha pellait diouc’h poblou ann douar ha diouc’h ar gragez a-ziavéaz.
12Hag ann holl bobl a respoun̄taz, hag a lavaraz gan̄d eur vouéz gré: Ra vézô gréat enn hor c’hén̄ver ével ma éc’h eûz lavaret.
13Hôgen ô véza ma eo paot ar bobl, ma eo amzer ar glaô, ha na hellomp két choum er-méaz, ha na eo két labour eunn deiz na daou (râk brâz eo hor péc’hed),
14Ra vezô lékéat prin̄sed é-touez ann holl bobl, ha kémen̄d hini ac’hanomp en deûz kéméret eur c’hrég a-ziaveaz, deûet enn deisiou merket, ha gan̄t-hô ann hénaoured hag ar varnerien eûz a bép kéar, kén na vézô distolet buanégez hon Doué diwar-n-omp enn abek d’ar péc’hed-zé.
15Jonatan éta, mâb Azabel, ha Jaasia, mâb Tékué, a oé lékéat war gémen̄t-sé, ha Mésollam ha Sébétai, al Lévited, a gen-nerzaz anézhô.
16Hag ar ré a oa deûet eûz ann dizougadur a réaz ével-sé. Hag Esdras ar bélek, ha prin̄sed ann tiadou a iéaz é tiez hô zadou, pép-hini hervez hé hanô, hag éc’h azézchon̄t enn deiz ken̄ta eûz ann dékved mîz évit klaskout ann drâ.
17Hag ann niver eûz ar ré hô dôa kéméret gragez a-ziavéaz a oé peûr-c’hréat ann deiz ken̄ta eûz ar miz ken̄ta.
18Hag é oé kavet eûz a vipien ar véleien ho dôa kéméret gragez a-ziavéaz: eûz a vipien Josué, mâb Josédek, hag hé vreûdeûr, Maasia, hag Éliézer, ha Jarib, ha Godolia.
19Hag hî a rôaz hô daouarn évit kâs-kuît hô gragez, hag évit kenniga eunn tourz eûz ann tropel évid hô gwall.
20Hag eûz a vipien Emmer; Hanani ha Zébédia.
21Hag eûz a vipien Harim; Maasia, hag Élia, ha Séméia, ha Jéhiel, hag Ozias.
22Hag eûz a vipien Feshur; Élioénai, Maasia, Ismael, Natanael, Jozabed, hag Élasa.
23Hag eûz a vipien al Lévited; Jozabed, ha Séméi, ha Sélaia (hen-nez eo Kalita), Fataia, Juda hag Éliézer.
24Hag eûz ar ganerien; Éliasib: hag eûz ar borsierien; Sellum, ha Télem, hag Uri.
25Hag eûz a Israel: eûz a vipien Faros; Réméia, ha Jézia, ha Melc’hia, ha Miamin, hag Éliézer, hag Melc’hia, ha Banéa.
26Hag eûz a vipien Élam; Matania, Zac’harias, ha Jéhiel, hag Abdi, ha Jérimot, hag Élia.
27Hag eûz a vipien Zétua; Élioénai, Éliasib, Matania, ha Jérimut, ha Zabad, hag Aziza.
28Hag eûz a vipien Bébai; Johanan, Hanania, Zabbai, Atalai.
29Hag eûz a vipien Bani; Mosollam, ha Melluc’h, hag Adaia, Jarub, ha Saal, ha Ramot.
30Hag eûz a vipien Fahat-Moab; Edna, ha Chalal, Banaias, ha Maasias, Matanaias, Béseléel, Bennui, ha Manasé.
31Hag eûz a vipien Hérem; Éliézer, Josué, Melc’hias, Séméias, Siméon,
32Ben̄jamin, Maloc’h, Samarias.
33Hag eûz a vipien Hasom; Matanai, Matata, Zabad, Élifélet, Jermai, Manasé, Séméi.
34Eûz a vipien Bani; Maaddi, Amram, ha Vel,
35Banéas, ha Badaias, Chéliau,
36Vania, Marimot, hag Éliasib,
37Matanias, Matanai, ha Jasi,
38Ha Bani, ha Bennui, Séméi,
39Ha Salmias, ha Natan, hag Adaias,
40Ha Mec’hnédébai, Sisai, Sarai,
41Ézrel, ha Sélémiau, Séméria,
42Sellum, Amaria, Jozef.
43Eûz a vipien Nébo: Jéhiel, Matatias, Zabad, Zabina, Jeddu, ha Joel, ha Banai.
44Ar ré-zé holl hô dôa kéméret gragez a-ziavéaz, ha lôd eûz ar gragez-zé hô dôa ganet bugalé.