Levr Nehemia 13:28
Hôgen unan eûz a vipien Joiada, mâb Éliasib, ar bélek-brâz, a oa da vâp-kaer da Zanaballat ann Horonitad; ha mé her c’hasaz-kuît diouz-in.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
29Az péz koun, Aotrou va Doué, eûz ar ré a zaotr ar vélégiez, ha bété lézen ar véleien hag al Lévited.
Cross References
Nehemiah 2:10Pa glévaz kémen̄t-sé Sanaballat ann Horonitad, ha Tobias ar servicher hag ann Ammonitad, é oen̄t glac’haret-brâz, ô véza ma oa deûet eunn dén a glaské eûr-vâd bugalé Israel.
Nehemiah 3:1Neûzé Éliasib, ar bélek-brâz, a zavaz, hag hé vreûdeûr ar véleien, hag é savchon̄t porz ann dén̄ved; hé san̄téla a réjon̄t, hag é savchon̄t hé fersier, ô san̄téla anézhô, bété tour ar c’han̄t ilinad, bété tour Hananéel.
Nehemiah 12:10Hôgen Josué a oé tâd Joasim, ha Joasin a oé tâd Éliasib, hag Éliasib a oé tâd Joiada (T);
Nehemiah 13:4Ha war gémen̄t-sé édô Éliasib ar bélek, péhini a oa bet da benn war den̄zor tî hon Doué, hag a oa kâr-nes da Dobias.
Psalms 101:8Diouc’h ar min̄tin é lékéenn da laza holl ré fallakr ann douar; évit kâs-kûit eûz a géar ann Aotrou ar ré holl péré a réa fallagriez. ———— CI. PSALM. Péden ar paour, pa vézô glac’haret, ha ma skuḻô hé béden dirâg ann Aotrou.
Proverbs 20:26Ar roué fûr a skiñ ar ré fallagr, hag hô laka dindân ar vols.