Levr Ezra 3:8
Hôgen enn eil vloaz, goudé ma oan̄t deûet da Jéruzalem, el léac’h ma oa bét tî ann Aotrou, enn eil viz, Zorobabel, mâb Salatiel, ha Josué, mâb Josédek, hag hô breûdeûr all, béleien ha Lévited, hag ar ré holl a oa deûet eûz ar sklavérez da Jéruzalem, a zavaz Lévited, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, évid hasta labour ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 4:3Adalek trégon̄t vloaz hag ouc’h-penn, bétég han̄ter-kan̄t bloaz eûz ar ré holl a ia é tabernakl ar gévrédigez évit skoazia hag évit servicha.
1 Chronicles 23:4Eûz ar ré-zé é oé dilennet pévar mil war-n-ugen̄t étré péré é oé rannet kargou tî ann Aotrou; hag eûz ar vérerien hag eûz ar varnerien c’houec’h mil.
Ezra 2:2Ar ré a zeûaz gan̄t Zorobabel, Josué, Nébemias, Saraia, Rahélaia, Mardoc’hai, Belsan, Mesfar, Béguai, Réhum, Baana. Ha niver tûd pobl Israel;
Ezra 4:24Neûzé labour tî ann Aotrou a oé paouézet é Jéruzalem, ha na oé gréat mui nemed é eil vloaz rén Darius, roué ar Bersied. ———— V. PENNAD. Aggéus ha Zac’harias a ali ar bobl da zével a névez ann templ.
Ezra 10:18Hag é oé kavet eûz a vipien ar véleien ho dôa kéméret gragez a-ziavéaz: eûz a vipien Josué, mâb Josédek, hag hé vreûdeûr, Maasia, hag Éliézer, ha Jarib, ha Godolia.