Levr Ezra 6:15
Hag hî a beûr-zavaz tî Doué ann trédé deiz eûz a viz Adar a zô ar c’houec’hved bloaz eûz a rén ar roué Darius.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 9:9Râk sklaved omp, hag hon Doué n’en deûz két hon dilézet enn hor sklavérez; hôgen digaset en deûz war-n-omp trugarez é-ken̄ver roué ar Bersied, évit ma rôjé d’é-omp ar vuez, ma savché tî hon Doué, hag hé lec’hiou dilézet, ha ma rôjé d’é-omp eunn digémer é Juda hag é Jéruzalem.
Esther 3:13Kaset é oé gan̄t réderien ar roué d’ann holl brovin̄sou, évit ma vijé lazet ha kaset-da-gét ann holl Iuzevien, adaleg ar iaouan̄ka bétég ar c’hôsa, hag ivé ar vugalé hag ar merc’hed, enn hévélep deiz, da lavaroud eo, enn trizékved deiz eûz ann daouzékved mîz hanvet Adar, ha ma vijé preizet hô mâdou.
Esther 9:1Ével-sé enn trizékved deiz eûz ann daouzékved mîz, hon eûz lavaret ken̄t a oa hanvet Adar, pa en em aozed da laza ann holl Iuzevien, ha ma oa ioulet hô goâd gan̄d hô énébourien, ar Iuzevien enn-énep a zéraouaz béza ar ré gréva, hag en em ven̄ji eûz hô énébourien.
Esther 9:17Ann trizékved deiz eûz a viz Adar a oé ar c’hen̄ta é péhini en em lékéjon̄t holl da laza, hag er pévarzékved deiz éc’h éhanchon̄t al lazérez. Hag hî a réaz anézhan̄ eunn deiz goél, évid hé dréménout da-vikenn el lîd, el lévénez, hag er banvésiou.
Esther 9:21Évit ma kémerchen̄t da c’hoél ar pévarzékved hag ar pemzékved deiz eûz a viz Adar, ha ma lidchen̄t anézhan̄ pép ploaz enn hévélep deisiou: