Levr Ezra 7:28
Ha péhini en deûz va lékéat da gavout trugarez dirâg ar roué hag hé guzulierien, ha dirâg ar ré c’halloudusa eûz a brin̄sed ar roué; ha mé, krévéet gan̄t dourn ann Aotrou va Doué a oa war-n-oun, em eûz strollet prin̄sed Israel, évid hô lakaad da biña gan-én̄. ———— VIII. PENNAD. Nivérer ar ré a zistrôaz gan̄d Esdras eûz a Vabilon da Jéruzalem.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 5:5Hôgen lagad hô Doué a zellaz oud hénaoured ar Iuzevien, hag ar re-zé na helchon̄t ket enébi out-hô. Ha mâd é oé kavet kâs kémen̄t-sé dirâk Darius, ha ma respoun̄tché ar Iuzevien dira-z-han̄ d’ann tamall-zé.
Ezra 7:9Râg enn deiz ken̄ta eûz ar miz ken̄ta é téraouas piña eûz a Vabilon, hag enn deiz ken̄ta eûz ar pempved mîz é teûaz da Jéruzalem, ô véza ma oa dourn mâd hé Zoué war-n-ézhan̄.
Ezra 8:15Hôgen mé hô strollaz war harz ar ster a réd étrézég hini Ahava, hag é choumchomb énô a-héd tri dervez; ha mé a glaskaz mipien Lévi é touez ar bobl hag ar véleien, ha ne gaviz énô hini é-béd.
Ezra 9:9Râk sklaved omp, hag hon Doué n’en deûz két hon dilézet enn hor sklavérez; hôgen digaset en deûz war-n-omp trugarez é-ken̄ver roué ar Bersied, évit ma rôjé d’é-omp ar vuez, ma savché tî hon Doué, hag hé lec’hiou dilézet, ha ma rôjé d’é-omp eunn digémer é Juda hag é Jéruzalem.
Nehemiah 2:8Hag ivé eul lizer évid Asaf, diwaller koat ar roué, ma rôi d’in koat évit ma hellinn gôlei dôriou touriou ann tî, ha muriou kéar, hag ann tî é péhini éz inn. Hag ar roué hen aotréaz d’in, ô véza ma oa mâd dourn va Doué war-n-oun.