Levr Ezra 8:15
Hôgen mé hô strollaz war harz ar ster a réd étrézég hini Ahava, hag é choumchomb énô a-héd tri dervez; ha mé a glaskaz mipien Lévi é touez ar bobl hag ar véleien, ha ne gaviz énô hini é-béd.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
14Eûz a vipien Bégui, Utai ha Zac’hur; ha gan̄t-hô dek dén ha tri-ugen̄t.
Cross References
Ezra 7:7Ha kalz eûz a vugalé Israel, hag eûz a vipien ar véleien, hag eûz a vipien al Lévited, hag eûz ar ganerien, hag eûz ar borsierien, hag eûz ann Natinéed, a biñaz da Jéruzalem, er seizved bloaz eûz ar roué Artaksersez.
Ezra 7:28Ha péhini en deûz va lékéat da gavout trugarez dirâg ar roué hag hé guzulierien, ha dirâg ar ré c’halloudusa eûz a brin̄sed ar roué; ha mé, krévéet gan̄t dourn ann Aotrou va Doué a oa war-n-oun, em eûz strollet prin̄sed Israel, évid hô lakaad da biña gan-én̄. ———— VIII. PENNAD. Nivérer ar ré a zistrôaz gan̄d Esdras eûz a Vabilon da Jéruzalem.
Ezra 8:21Hag énô war aot ster Abava é embanniz eur iun, évit ma en em c’hlac’harfemp dirâg ann Aotrou hon Doué, ha ma c’houlenfemp digan̄t-han̄ eunn hen̄t éeun évid-omp, hag évid hor mipien, hag évid hon holl drâ. 22 Râk méz em bôa da c’houlenn digan̄d ar roué eur skoazel a varc’heien, évid hon diwallout diouc’h hon énébour enn hen̄t, ô véza m’hor bôa lavaret d’ar roué: Dourn hon Doué a zô war ar ré holl a glask anézhan̄ a galoun vâd; hag hé véli, hag hé c’halloud, hag hé frouden war ar ré holl a zilez anezban̄.
Psalms 137:1Gan̄d va mouéz em eûz garmet oud ann Aotrou; gan̄t va mouéz em eûz pédet ann Aotrou.
Ezekiel 3:15Ha mé a zeûaz el léac’h ma édô ar sklaved, é-tâl eur bern éd névez-trouc’het, étrézeg ar ré a choumé war aod ster C’hobar; hag éc’h azéziz el léac’h ma oan̄t azézet; hag é choumiz énô enn eur geinvani a-héd seiz dervez.