Levr Ezra 7:6
Esdras éta a biñaz da Vabilon: skrivañer é oa, ha desket mâd é lezen Moizez, en dôa rôet ann Aotrou Doué da Israel; hag ar roué a aotréaz d’ézhan̄ hé c’houlenn, ô véza ma oa dourn ann Aotrou Doué war-n-ézhan̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
5Mâb Abisué, mâb Finées, mâb Éléazar, mâb Aaron, bélek adaleg ar penn ken̄ta,
Cross References
Deuteronomy 28:1Moizez a biñaz éta eûz a gompézen Moab war vénez Ného, é lein Fasga, râg-énep da Jériko: hag ann Aotrou a ziskouézaz d’ézhan̄ holl vrô C’halaad bété Dan,
Ezra 6:22Hag hî a réaz goél ar bara dic’hoell é-pâd seiz dervez el lévénez, ô véza m’en dôa ann Aotrou hô laouénéet ha m’en dôa trôet kaloun roué ann Assiried enn hô c’hén̄ver, évit m’hô skoazelfé da zével tî ann Aotrou, Doué Israel. ———— VII. PENNAD. Esdras a zô kaset er Judéa gan̄d Artakserses.
Ezra 7:11Hôgen chétu skouér al lizer a rôaz ar roué Artaksersez da Esdras ar bélek, skrivañer desket-brâz é geriou hag é kélennou ann Aotrou, hag enn hé lidou enn Israel.
Ezra 7:28Ha péhini en deûz va lékéat da gavout trugarez dirâg ar roué hag hé guzulierien, ha dirâg ar ré c’halloudusa eûz a brin̄sed ar roué; ha mé, krévéet gan̄t dourn ann Aotrou va Doué a oa war-n-oun, em eûz strollet prin̄sed Israel, évid hô lakaad da biña gan-én̄. ———— VIII. PENNAD. Nivérer ar ré a zistrôaz gan̄d Esdras eûz a Vabilon da Jéruzalem.
Ezra 8:18Hag hî a zigasaz d’é-omp, dré zourn hon Doué a oa mâd enn hô c’hén̄ver, eunn dén desket-brâz eûz a vipien Moholi, mâb Lévi, mâb Israel, ha Sarabia, hag hé vipien hag hé vreûdeûr; triouec’h dén,