Levr Ezra 8:18
Hag hî a zigasaz d’é-omp, dré zourn hon Doué a oa mâd enn hô c’hén̄ver, eunn dén desket-brâz eûz a vipien Moholi, mâb Lévi, mâb Israel, ha Sarabia, hag hé vipien hag hé vreûdeûr; triouec’h dén,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
19Hag Hasabia, ha gan̄t-han̄ Isaias eûz a vipien Mérari, hag hé vreûdeûr hag hé vipien; ugén̄t dén:
Cross References
Numbers 3:20Mipien Mérari: Moholi ha Musi.
1 Chronicles 6:4Éléazar a c’hanaz Finées, ha Finées a c’hanaz Abisué.
Ezra 7:6Esdras éta a biñaz da Vabilon: skrivañer é oa, ha desket mâd é lezen Moizez, en dôa rôet ann Aotrou Doué da Israel; hag ar roué a aotréaz d’ézhan̄ hé c’houlenn, ô véza ma oa dourn ann Aotrou Doué war-n-ézhan̄.
Ezra 7:28Ha péhini en deûz va lékéat da gavout trugarez dirâg ar roué hag hé guzulierien, ha dirâg ar ré c’halloudusa eûz a brin̄sed ar roué; ha mé, krévéet gan̄t dourn ann Aotrou va Doué a oa war-n-oun, em eûz strollet prin̄sed Israel, évid hô lakaad da biña gan-én̄. ———— VIII. PENNAD. Nivérer ar ré a zistrôaz gan̄d Esdras eûz a Vabilon da Jéruzalem.
Nehemiah 2:8Hag ivé eul lizer évid Asaf, diwaller koat ar roué, ma rôi d’in koat évit ma hellinn gôlei dôriou touriou ann tî, ha muriou kéar, hag ann tî é péhini éz inn. Hag ar roué hen aotréaz d’in, ô véza ma oa mâd dourn va Doué war-n-oun.