Levr Ezra 8:17
Hâ mé hô c’hasaz étrézég Eddo, péhini eo ar c’hen̄ta el léac’h hanvet Kasfia, hag é likiiz enn hô génou ar geriou a dlien̄t da lavarout da Eddo ha d’hé vreûdeûr ann Natinéed, é Kasfia, évit ma tigaschen̄t d’é-omp servicherien tî hon Doué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 18:6Rôed em eûz d’é-hoc’h al Lévited hô preûdeûr eûz a douez bugalé Israel, hag em eûz hô rôet ével eur rô d’ann Aotrou, évit ma vézô enn hô c’harg servich ann tabernakl.
2 Samuel 14:3Hag éz î da gavoud ar roué, hag é komzi ével-henn out-han̄. Ha Joab a lékéaz enn hé génou ar geriou a dlié da lavarout.
1 Chronicles 23:3Hag al Lévited a oé nivéret adalek trégon̄t vloaz hag ouch-penn; hag é oé kavet eiz mil den ha trégon̄t mil.
Ezra 2:43Ann Natinéed: Mipien Siha, mipien Hasufa, mipien Tabbaot,
Ezra 7:7Ha kalz eûz a vugalé Israel, hag eûz a vipien ar véleien, hag eûz a vipien al Lévited, hag eûz ar ganerien, hag eûz ar borsierien, hag eûz ann Natinéed, a biñaz da Jéruzalem, er seizved bloaz eûz ar roué Artaksersez.