Levr Ezra 8
1Chétu aman̄ hanvou prin̄sed ann tiadou, ha niver ar ré a zô piñet gan-én̄ eûz a Vabilon dindân rén ar roué Artaksersez.
2Eûz a vipien Finées, Gersom. Eûz a vipien Itamar, Daniel. Eûz a vipien David, Hattus.
3Eûz a vipien Séc’hénias, mipien Faros, Zac’harias; ha gan̄t-han̄ é oé nivéret kan̄t dén hag han̄ter-kan̄t.
4Eûz a vipien Fahat-Moab, Élioénai, mâb Zaréhé; ha gan̄t-han̄ daou c’han̄t dén.
5Eûz a vipien Séc’hénias, mâb Ézéc’hiel; ha gan̄t-han̄ tri c’han̄t dén.
6Eûz a vipien Adan, Abed, mâb Jonatan; ha gan̄t-han̄ han̄ter-kan̄t dén. 7 Eûz a vipien Alam, Isaias, mâb Atalias; ha gan̄t-han̄ dék dén ha tri-ugen̄t.
8Eûz a vipien Safatias, Zébédia, mâb Michael; ha gan̄t-han̄ pévar-ugen̄t dén.
9Eûz a vipien Joab, Obédia, mâb Jahiel; ha gan̄t-han̄ daou c’han̄t dén ha triouec’h.
10Eûz a vipien Sélomit, mâb Josfias; ha gan̄t-han̄ eiz-ugen̄t dén.
11Eûz a vipien Bébai, Zac’harias, mâb Bébai; ha gan̄t-han̄ eiz dén war-n-ugen̄t.
12Eûz a vipien Azgad, Johanan, mâb Ekkétan; ha gan̄t-han̄ dék dén ha kan̄t.
13Eûz a vipien Adonikam, péré a oa ar ré zivéza; chétu aman̄ hô hanvou: Élifélet, ha Jéhiel, ha Samaias; ha gan̄t-hô tri-ugen̄t dén.
14Eûz a vipien Bégui, Utai ha Zac’hur; ha gan̄t-hô dek dén ha tri-ugen̄t.
15Hôgen mé hô strollaz war harz ar ster a réd étrézég hini Ahava, hag é choumchomb énô a-héd tri dervez; ha mé a glaskaz mipien Lévi é touez ar bobl hag ar véleien, ha ne gaviz énô hini é-béd.
16Kâs a rîz éta Éliézer, hag Ariel, ha Séméias, hag Elnatan, ha Jarib, hag eunn Elnatan all, ha Zac’harias, ha Mosollam, a oa da brin̄sed; ha Joiarib, hag Elnatan, a oa leûn a furnez.
17Hâ mé hô c’hasaz étrézég Eddo, péhini eo ar c’hen̄ta el léac’h hanvet Kasfia, hag é likiiz enn hô génou ar geriou a dlien̄t da lavarout da Eddo ha d’hé vreûdeûr ann Natinéed, é Kasfia, évit ma tigaschen̄t d’é-omp servicherien tî hon Doué.
18Hag hî a zigasaz d’é-omp, dré zourn hon Doué a oa mâd enn hô c’hén̄ver, eunn dén desket-brâz eûz a vipien Moholi, mâb Lévi, mâb Israel, ha Sarabia, hag hé vipien hag hé vreûdeûr; triouec’h dén,
19Hag Hasabia, ha gan̄t-han̄ Isaias eûz a vipien Mérari, hag hé vreûdeûr hag hé vipien; ugén̄t dén:
20Hag eûz ann Natinéed, en dôa rôet David hag ar brin̄sed évit servich al Lévited, unnég-ugen̄t Natinéad; holl é oan̄t galvet dré hô hanvou.
21Hag énô war aot ster Abava é embanniz eur iun, évit ma en em c’hlac’harfemp dirâg ann Aotrou hon Doué, ha ma c’houlenfemp digan̄t-han̄ eunn hen̄t éeun évid-omp, hag évid hor mipien, hag évid hon holl drâ. 22 Râk méz em bôa da c’houlenn digan̄d ar roué eur skoazel a varc’heien, évid hon diwallout diouc’h hon énébour enn hen̄t, ô véza m’hor bôa lavaret d’ar roué: Dourn hon Doué a zô war ar ré holl a glask anézhan̄ a galoun vâd; hag hé véli, hag hé c’halloud, hag hé frouden war ar ré holl a zilez anezban̄.
23Nî éta a iunaz hag a bédaz hon Doué évit-sé: ha pép trâ a zeûaz da vâd d’é-omp.
24Ha mé a rannaz daouzék eûz a brin̄sed ar véleien, Sarabia, hag Hasabia, ha gan̄t-hô dég eûz hô breûdeûr;
25Ha mé a boézaz dira-z-hô ann arc’han̄t, hag ann aour, hag al listri sakr eûz a dî hon Doué, a oa bét kenniget gan̄d ar roué, hag hé guzulierien, hag hé brin̄sed, hag ar ré holl eûz a Israel en em gavaz énô.
26Poéza a rîz enn hô daouarn c’houec’h kan̄t talan̄t arc’han̄t hag han̄ter-kan̄t, kan̄t léstr arc’han̄t, ha kan̄t talan̄t aour:
27Hag ugen̄t kôp aour a boézé mil dram, ha daou léstr arem, ker mélen ha ker skéduz hag ann aour.
28Hag é liviriz d’ézhô: c’houi eo sen̄t ann Aotrou, hag al listri-zé a zô san̄t, ével ann arc’han̄t hag ann aour a zô bét kenniget a ioul vâd d’ann Aotrou, Doué hon tadou.
29Évésait ha mirit-hô, kén n’hô pézô hô foézet dirâk prin̄sed ar véleien, hag al Lévited, ha duged tiadou Israel é Jéruzalem, évid hô lakaat é ten̄zor tî ann Aotrou.
30Hôgen ar véleien hag al Lévited a zigéméraz ann arc’han̄t, hag ann aour, hag al listri enn hô fouéz, hag hô dougaz da Jéruzalem é tî hon Doué.
31Mon̄d a réjomb éta eûz a aod ster Abava enn daouzékved deiz eûz ar mîz ken̄ta, évid mon̄d da Jéruzalem; ha dourn hon Doué a zô savet war-n-omp, hag en deûz hon dieûbet eûz a zourn hon énébour, hag eûz ann hini a aoz spiou d’é-omp enn hen̄t.
32Ha nî a zeûaz da Jéruzalem, hag a choumaz énô a-héd tri deiz.
33Hôgen er pévaré deiz é oé poézet ann arc’han̄t, hag ann aour, hag al listri é tî hon Doue, dré zourn Mérémot, mâb Urias ar bélek; ha gan̄t-han̄ édô Éléazar, mâb Finées, hag ivé Jozabed, mâb Josué, ha Noadaia, mâb Bennoi, al Lévited,
34Hervez ann niver hag ar poéz eûz a bép-hini; ha neûzé é oé diskrivet poéz pép-hini.
35Mipien ann dizougadur, péré a oa deûet eûz ar sklavérez, a gennigaz é sakrifiz-losk da Zoué Israel, daouzék leûé évid holl bobl Israel, c’houézék tourz ha pévar-ugen̄t, seiték oan ha tri-ugen̄t, daouzék bouc’h évid ar péc’hed; holl é sakrifiz-losk d’ann Aotrou.
36Rei a réjon̄t kémennou ar roué d’ar brin̄sed a oa war hé drô, ha d’ar rénerien a oa enn tû all d’ar ster; hag ar ré-man̄ a gen-nerzaz ar bobl ha tî Doué. ———— IX. PENNAD. Esdras ô klevout pénaoz hô dôa ar Iuzevien kéméret gragez é-touez ann diavésidi, a rog hé ziḻad.